Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez episode artwork

EPISODE · Aug 21, 2024 · 55 MIN

Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann, he doa lavaret hiroc’h deomp war an enklask a oa bet embannet e fin miz C’hwevrer. War-dro hanter-kant a dud a oa bet bodet e Kallag d’ar sadorn 24 a viz C’hwevrer gant « Kleuzioù ». Da vont d’ober ar strollad-se e oa en em unanet meur a strollad eus ar vro e 2022, difennerien an argoad eus Kallag, Sant-Vaeg, Speied, Sant-Nikolaz, Berrien, pe c’hoazh eus Bro-Leon. E penn kentañ miz C’hwevrer dija e oa bet aozet un devezh war sujed e Sant-Nigouden gante. Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad, a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Reportaj gant Gi Yonkour, bet veterinaer e kanton Kallag, hag Erwan Puillandre, eus Kleuzioù Speied. Skignet eo bet an abandenn-mañ war Radio Breizh, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened. Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

NOW PLAYING

Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez

0:00 55:15

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 55 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on August 21, 2024.

What is this episode about?

Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ....

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes, you can download this episode by clicking the download button on the episode player, or subscribe to the podcast in your preferred podcast app for automatic downloads.
URL copied to clipboard!