Heklev PodKast podcast artwork

PODCAST · kids

Heklev PodKast

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.

  1. 60

    Ar Plac'hig hag an Lanv

    Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe DavodeauLouisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued hud” a zeuio a-benn da besketa ha da cheñch he sell war al lapous. Skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe DavodeauSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Thomas CloarecSikour war ar c’hoari : Loeiza BeauvirEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026,gant skoazell Rannvro Breizh.

  2. 59

    Ma c'horf din-me eo !

    Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho !« Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. »Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha da ziwall anezho. Desket e vez eo dezhi pe dezhañ hag ez eus gwir da lavarout “KET” !Ul levr gant Mai Lan Chapiron : https://www.timilenn.bzh/product/ma-chorf-din-me-eo-mai-lan-chapiron-bretonEmbannet e brezhoneg gant TimilennTroidigezh gant Tifenn MerienC’hoariet gant Marion GwennSonerezh gant Mael GuégoEnrollet ha Kemmesket gant Jean Mari OllivierMersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Liza Jakez-Vargas ha Brendan Guillouzic-GouretProduet gant KalannaEnrollet e studio Dizale e miz Here 2025Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh 

  3. 58

    Ricardo F. Colmenero: José Luis Ábalos, no banco dos acusados

    O xornalista de "El Mundo" aborda a primeira xornada do xuízo do caso Máscaras.

  4. 57

    An Dreverz

    « An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ »Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù. Ne oa ket mui daou du en nozvezh-se : soudarded a enaouas goulaouennoù-koar, a ganas Nouel, hag a c'hoarias ur match mell-droad zoken !Ar vignoniezh etre Tommy ha Günter a ziskouez ur wech ouzhpenn pegen direzon eo ar brezelioù, ha reiñ a ra deomp da welout e c'hall kalz traoù c'hoarvezout diwar ur skleurenn a spi.Ul levr gant Toni Galmés : https://www.timilenn.bzh/product/an-dreverz-toni-galmesEmbannet e brezhoneg gant TimilennTroidigezh gant Fañch OgerC’hoariet gant Tangi MerienSonerezh gant Mael Guégo & Quentin MorvanEnrollet ha Kemmesket gant Jean Mari OllivierMersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas, Tifenn MerienProduet gant KalannaEnrollet e studio Dizale e miz Here 2025Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

  5. 56

    Maiwenn ar sorserez vihan

    Un istor ijinet gant Emmanuel RoyAr sorserez vihan Maiwenn a resev keloù eus he c'henitervez Maite, euskaradez anezhi. Ezhomm he do sikour evit difenn he c'hêriadenn a-enep d'ar reuz a ra ti-savourien fallakr enni. Ha Maiwenn da nijal kuit kerkent war he balaenn-vrammoù hud, gant he mignon feal Bill ar C'hwil, da gavout Maite. Ha trec’h e vint war mekanikoù ar chanter ?Skrivet ha sevenet gant Emmanuel RoyC’hoariet gant Mai LincolnSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026, gant skoazell Rannvro Breizh.

  6. 55

    Niklas ha trouz ar balum

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Niklas ne gouzañv ket ar sioulder. Evit chom hep en em santout goullo, eo boaz da gontañ fedoù skiantel ha da reizhañ ar re all, betek lakaat an holl da vezañ skuizh gantañ. Un nozvezh, ul labous liesliv a sko ouzh e brenestr da ginnig dezhañ un divinadell dic’hortoz.Skrivet ha c’hoariet gant Ronan FavereauSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ: Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  7. 54

    Ar Momi

    Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouUn ali evidoc’h-c’hwi mignoned : ma tremenit tostik d’ur momi, gwelloc’h deoc’h chom didrouz. N’ho peus ket c’hoant da c’houzout petra c’hoarvezo ma tihunit ar c’horf baomet-se goude 3000 bloaz oc’h hunvreal, p’eo sañset he c’housk bezañ peurbadel.Skrivet gant Loeiza an Duigou C’hoari : Bleuenn Raynaudon-KerzerhoSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ: Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari ha seveniñ : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  8. 53

    Avañturioù Jaoua - Rann 2

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin MorvanGoude bezañ bet graet anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh keginer, er c’hoad burzhudus e-tal d’e di e tiviz Jaoua, ur paotrig kalonek, mont da welet anezhañ en dro. Met war an hent, e kejo gant unan bennak all : Huli, un aneval divoutin, etre ki ha louarn. Jaoua a zesko traoù diwar-benn buhez Huli ha dañjerioù ar C’hoad Kamm !Skrivet ha c’hoariet gant Quentin MorvanSonerezh : Perynn Bleunven ha Quentin MorvanSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  9. 52

    Blev

    Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouGwir eo e vefe aesoc’h dezhi bezañ brav evel an delfin ha postek evel an olifant. Da nebeutañ e vefe dieub da ebatal en dour hag er fank. Chom war-evezh a-hed an deiz e plas c’hoari n’eo ket ur vuhez... Soñjal a ra dezho emaint o vont da lazhañ anezhi ? Blev ! Ne lezo ket he c’hroc’hen d’ar chaseourien.Skrivet gant Loeiza an DuigouC’hoariet gant Typhaine CorreSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari ha seveniñ : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  10. 51

    Ar rozenn nemeti

    Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet gant Manon Renault, awenet diwar un istor Yuzev.Ar rouanez Saba a oa ken fur ken e veze klevet e oa ar vaouez furañ a oa dre ar Bed. E penn all ar Bed e oa ar roue Salomon, ur roue ken fur all ken e veze klevet e oa ar gwaz furañ a oa dre ar Bed. Un devezh e pedas ar Roue Salomon ar rouanez Saba d’un genstrivadeg evit gwelet peseurt hini a oa an hini furañ... Skrivet ha c’hoariet gant Manon RenaultSonerezh : Maela Le BadezetSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari: Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  11. 50

    Rouanez an Termited

    Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet  gant Manon Renault, diwar ur gontadenn hengounel a vro Senegal.E savanenn Bro Senegal emañ Bisinti o klask peadra da zebriñ. An devezh ma kavas mangez saourus e yeas da brofañ anezho d’ar roue. Dirak ti ar Roue e klevas mouezh ur vaouez yaouank a brof ur favenn iskis dezhañ …Skrivet ha c’hoariet gant Manon RenaultSonerezh : Maela Le BadezetSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  12. 49

    Mirdi ar familhoù

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfArzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed. Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfSonerezh : Perynn Bleunven hag EmeziSikour war ar skrivañ  hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e studio Dizale e miz Du 2025,gant skoazell Rannvro Breizh

  13. 48

    Avañturioù Jaoua - Rann 1

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin MorvanJaoua, ur paotrig kurius, az a da bourmen en ur c'hoad kevrinus evit adkavout e gi. Er c'hoad e ra anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh a gaoz hag a fard boued evit tout e vignoned anevaled. Asambles e fardont ur soubenn-hud ha Jaoua a zizolo ur bed souezhus ha marvailhus !Skrivet ha c’hoariet gant Quentin MorvanSonerezh : Perynn Bleunven ha Quentin MorvanSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz DU 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.

  14. 47

    Ar wezenn derv

    Ar wezenn dervUn istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella de FontenelleAwen 'zo dek vloaz. Bevañ ‘ra ur vuhez voutin e Pariz etre ar ar skol, he mignoned hag ar pichoned. Awen 'n eus ur vamm un tamm dreist-ordinal ivez. Profañ a ra da Awen un dra dibar evit he deiz-ha-bloaz: un deizlevr brav meurbet. Un deiz ez a Mammig diwar-wel. Penaos e raio Awen hepti  ?Skrivet ha c’hoariet gant Manuella de FontenelleSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari  : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTrugarez da Metig Jakez VargasEnrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  15. 46

    Lusia war rodoù

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfLusia zo e c’hwec’hvet klas, pourmen a ra e trepasoù ar skolaj gant bizhier ‘b’lam’ d’ur c’hleñved a namm he c’higennoù. Diaesoc’h-diaesañ eo dezhi heulian lusk he c’hamaladed, betek an devezh ma krog da implij ur gador-ruilh.Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  16. 45

    Ha ma vefen bet ur boondaburra ?

    Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Maelc’hen LaviecPetra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir...Skrivet ha c’hoariet gant Maëlc’hen LaviecSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  17. 44

    Troioù kaer Yang-Yang 06 : Nedeleg

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion GwennDervezh an Nedeleg war ar blanedenn d.Tulum eo, mil enervet eo hon harozig … Erc’h a ra ouzhpenn ! Boulomigoù-erc’h, emgann bouloù erc’h … Emaomp o vont da zizoloiñ familh Yang Yang hag ouzhpenn evit ur prof nedeleg en do ar paotrig evit ar bloaz-mañ. Emañ e het o tont da vezañ gwir … Ur babig ! Dougerez eo e vamm.Skrivet ha c’hoariet gant Marion GuenSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  18. 43

    Troioù kaer Yang-Yang 05 : Ostaleri al lamponed

    Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Marion GwennKomprenet en deus Yang Yang ‘oa ret dezhañ kreskiñ ha sikour er gêr… Ur mennozh ‘n’eus bet. Gant sikour Mamouchka ha Pegus emaint o vont da brientiñ ur pred saourus d’e dud hag ober ‘vel en ur gwir ostaleri ! Ostaleri al lamponed !Skrivet ha c’hoariet gant Marion GwennSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  19. 42

    Tarzh an deiz

    Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouPa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan zouar. Eurus eo Ewen eno, betek ma teufe e gamaradez Malika da hejañ e ved. Ha deuet eo poent dezho distreiñ war-c’horre ? Skrivet gant Loeiza an Duigou C’hoari : Maxime L’HostisSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  20. 41

    Giulio Raviolo

    Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouUr sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet a-gostez kuit en ur preti chik ha cheuc’h. Setu an aergelc’h o vreinaat, betek ma errufe ur raviolo hud. An heñcher nevez a zo mennet da ziskouez eo saourus ar vakañsoù ‘keit-ma ‘vez ijin ha plijadur a-gevret.Skrivet gant Loeiza an Duigou C’hoari : Florian EbelSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  21. 40

    Muntr e Kerguzh

    Muntr e Kerguzhun istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle GourvesGurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv 'mañ eo kaset gant e c'hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez. Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle GourvesSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic- PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  22. 39

    Un azen ’barzh an taksi

    Ur c’hi, ur c’havr hag un azen. Setu tri loen achapet o pignat ‘barzh un taksi. Ha dao war-zu bord ar mor ! Nag ur blijadur oc’h en em gavout digabestr ur pennad ! Ha piv a baeo an taksi e fin an devezh ?Skrivet gant Paskal HervioC’hoari : Anna Duval- Guennoc ha Paskal HervioSonerezh : Perynn Bleunven 
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 

  23. 38

    Un enezenn din ma-unan on-me

    Un istor ijinet ha c'hoariet gant Gwenola CoicFelisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik he gerioù dre un uhelgomzer. Un devezh e erruo Matthias da azezañ ‘tal he c’hichen hag e cheñcho he buhez dezhi !Skrivet ha c'hoariet gant: Gwenola CoicSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ :  Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTresadenn : Anna Duval Guennoc Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh. 

  24. 37

    Bizeost

    Un istor ijinet gant Tangi MerienGanet e oa Paolig d'un deiziad ral ma 'z eus unan, d'an 29 a viz C'hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket peseurt tro-gamm he deus c'hoariet e blanedenn dezhañ met lakaet 'n eus Paolig en e soñj dirouestlañ e vallozh ha talañ ouzh ur gevredigezh fallakr a fell ober droug dezhañ.Skrivet gant: Tangi MerienC’hoariet gant: Yann Herle GourvesSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ :  Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTresadenn : Anna Duval Guennoc Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.}}

  25. 36

    Divaskell Kastell-Brumenn

    Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou E Kastell-Brumenn, ‘n eus ket a roue ken. Ne chom eus al lez nemet eskern ha ludu. Ar chaseour-erevent diwezhañ, un deskard yaouank, a lak en e soñj gwareziñ ar bobl diouzh an tagadennoù. Klask a ra kompren emzalc’h e enebour, hag a zalc’h rivinoù ar c’hastell bet distrujet gantañ. Skrivet gant: Loeiza an DuigouC’hoariet gant: Quentin Morvan Sonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ :  Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTresadenn : Anna Duval Guennoc Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.

  26. 35

    Cheva hag al ledenez vurzhudus

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Cheva a zo ur plac’hig daouzek vloaz anezhi o chom war ul ledenez vihan. Ur gejadenn gant un amezegez kozh a lako anezhi da zizoloiñ mojennoù al ledenez.Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole CornecSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2025,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

  27. 34

    Kalon

    KALONUn istor ijinet ha c’hoariet gant Manon RenaultHiriv eo devezh kentañ Lila er c’hwec’hved klas. Ne c’heller ket lâret eo tremenet mat-tre... En em santout a ra kollet-mik, war-nes leñvañ eo bet a-hed an devezh. E fin an deiz e adkav Lila, Mari, he mignonez karetañ war an aod. Hag ur plaén a zo ganti...Skrivet ha c’hoariet gant Manon RenaultSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTresadenn : Anna Duval GuennocEnrollet e studio Dizale e miz Kerzu 2024,gant sikour Rannvro Breizh.

  28. 33

    Atiqaq, Un Inuitez Er Pol Su - Rann 2

    ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 2Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques SuignardKavet eo ar c’harr-nij ! Petra vo desket gant Atiqtaq e-pad ar veaj-se ?Dizoloiñ a raio ar plac'h hag he dad ar Pol Su, damheñvel eus o bro a-orin (Ar skorneg, an hin o teuziñ ar skorn siwazh, ar yennijenn, ar gouloù-deiz, loened zo) med disheñvel ivez (loened, evned, ar pesketañ, an diouer a dud, an diouer a arzed wenn,...). Ha perak, ta, e lakfent o buhez en arvar evit touristed pinvidik n'o doa mann-ebed d'ober el lec'h-se ?Skrivet ha c’hoariet gant Louis-Jacques SuignardSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTresadenn : Anna Duval GuennocEnrollet e studio Dizale e miz Here 2024,gant sikour Rannvro Breizh.

  29. 32

    Atiqaq, Un Inuitez Er Pol Su - Rann 1

    ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 1Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques SuignardUr gwallzarvoud zo c'hoarvezet er Pol Su : friket ur c'harr-nij war ar skorneg en ul lec'h start da dizhañ gant mikinikoù. E-bourzh an aervag e oa ur bagad touristed pinvidik o vont da vazenn Concordia. Marvet int moarvat. Med den ne oar. Ret eo gwiriañ. Goulennet zo bet gant Mashkuss -tad  Atiqaq, un inuitez yaouank a 12 vloaz-, dont da sikour. Neuze Mashkuss hag e verc'h o deus dilezet Inukjuak e Bro Nuvanik, o bro war vord morlenn Hudson ha beajet o deus gant o strolladig chas-stlejañ a-dreuz ar mor Atlantel gant ar vag Astrolabe daved an Antartik. Skrivet ha c’hoariet gant Louis-Jacques SuignardSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTresadenn : Anna Duval GuennocEnrollet e studio Dizale e miz Kerzu 2024,gant sikour Rannvro Breizh.

  30. 31

    ar Boufoun hag an Ozhac'h

    Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, met ur wech e oa memes tra, ur boufoun diroll hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ...Skrivet gant Tangi Merien ha treset gant Marvin MoalEmbannet gant TimilennMouezhioù gant Typhaine Corre, Tangi Merien ha Tangi Le Gall-CarréSonerezh gant Tangi Le Gall-CarréEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari OllivierMersi bras da Cédric Sinou, Liza Jakez-Vargas, Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-GouretProduet gant KalannaEmbannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

  31. 30

    Priñsez Lusa

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella FlouriotLusa a zo ur briñsez lentik-tre, merc’h ur roue strizh-kenañ. Kreskiñ a ra gant ur sekred. Ur sekred diaesoc’h-diaesañ da guzhat...Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot
Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

  32. 29

    Ar Balum Peñseet

    Sed amañ istor ur bugel en e-unan, ur balumig taolet war an traezh hag ur vignoniezh a cheñcho o buhez da viken. Ul levr gant Benji DaviesEmbannet e brezhoneg gant TimilennTroidigezh Tifenn MerienC’hoariet gant Marion GwennSonerezh Mael GuégoEnrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari OllivierTrugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-VargasProduet gant KalannaEmbannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

  33. 28

    Mignoned an dorgenn

    Brieg ha Telo eo ar vignoned wellañ er bed. Tremen a reont eurvezhioù o c’hoari asambles war an dorgenn. Un deiz e erru ur paotrig nevez, gant ar c’hoant da vezan ganto. Ha gellout a ra mignoniezh a zaou bezañ a dri ?Ul levr gant Linda Sarah ha Benji DaviesEmbannet e brezhoneg gant TimilennTroidigezh Tifenn MerienC’hoariet gant Marion Gwenn ha Riwal Kermarc’hegSonerezh Mael GuégoEnrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari OllivierTrugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-VargasProduet gant KalannaEmbannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

  34. 27

    Peskig

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola CoicPlijout a ra da Beskig mont da bourmen er mor don. Goût a oar eo difennet mont di peogwir eo dañjurus met pegen kaer eo ar bezhin, ar c’hregin, ar gouloù du-hont. Daoust-hag e teuio Peskig a-benn da sentiñ ouzh alioù fur an dud a vev en-dro dezhañ ?Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonTresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

  35. 26

    An ti kamm

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella FlouriotEmañ Alfonso o vevañ en ur vro vurzhudus. Eno e rank pep hini kavout e di adalek an oad a 10 vloaz. Met Alfonso a zo 11 vloaz dija, ha n’eus ket kavet e hini c’hoazh... Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

  36. 25

    Enezenn Tad-Kozh

    Saig adore son grand-père. Grand-père adore Saig. Et jamais rien ne pourra changer cela. Un livre magnifique et réconfortant, qui illustre à quel point ceux que l’on aime demeurent proches, même s’ils sont partis... très loin. Un livre de Benji DaviesEdité en langue bretonne par TimilennTraduction Tifenn MerienVoix Riwal Kermarc’heg ha Marion GwennMusique Mael GuégoEnregistrement et mixage Jean Mari OllivierUn grand merci à Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-VargasProduction KalannaEdité et enregistré avec le soutien de la Région Bretagne

  37. 24

    Pourmenadenn (v)Malou

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer Mont a ra Malou da grapat met aon he devez eus an toull-goullo a vez dindani pa bign uhel.Mont a raio gant he mamm-gozh da bourmen er c’hoad. Siwazh e kouezho ar vamm-gozh e riboul ur broc’h. Ha kavout a raio Malou nerzh da saveteiñ anezhi, ’gav deoc’h ?Skrivet ha c’hoariet gant : Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven 
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2024,
gant skoazell Rannvro Breizh.

  38. 23

    Sevel ha distruj

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer Gurvan a zo ur paotrig na vez komprenet gant den ebet. Kaer en deus kaout c’hoant da sikour ha da gemer perzh e darvoud-mañ-darvoud e rank mont a-gostez. A-benn ar fin e raio anaoudegezh gant un den a fizio ur gefridi ennañ, ar pezh a roio fiziañs ennañ.Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven  
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2024,
gant skoazell Rannvro Breizh.

  39. 22

    Troioù-kaer Yang Yang 04 : ar Sarpant

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion GwennEmañ Yang Yang gant e gamarad Pegus er jardin ha diskouez a ra Mamouchka, mamm-gozh Yang Yang, un orvedenn dezho. Mont a raio Yang Yang gant e gamarad Pegus a-drugarez d’ar wezenn (z)Derv da foetañ-bro. War o hent e kavint ur serpent dañjurus !Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn

Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2024, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

  40. 21

    Avel fur ha foll

    16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar verc’h abaoe m’eo aet ar vamm da anaon un nebeut bloavezhioù-zo. Daou vignon-bras he deus Koulm : Gabriella hag Elouan. Asambles ez eont alies da surfiñ.Un deiz avat eo difennet dezho mont en dour ‘blam d’ar saotradur bet degaset gant ur pezh-mell batimant leun a douristed deuet da zilestrañ e Plouwenn. Fuloret bras eo Koulm hag asambles gant he mignoned e tibabont aozañ un taol evit desachañ evezh an dud war efedoù spontus an douristelezh a-dolpad. Evel just, kement-mañ ne blijo ket d’an Aotrou Maer… Ha ma teufe ar vamm da reiñ un tamm sikour evit sederaat an traoù ?Skrivet ha c’hoariet gant : Loeiza BeauvirSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

  41. 20

    Teñzor Nina ha Pako

    Pako ha Nina, emzivaded yaouank, o deus kavet repu e-bourzh « Tasmant ar meurvorioù » bag Jack ar Borgn ar morlaer. Un iskis a gorventenn a lakao anezho da vevañ un avantur vrav.Skrivet ha c’hoariet gant Morgane CottenSonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSkeudenn: Anna Duval-GuennocSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

  42. 19

    Ar vezh-lonk

    Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ?Ewen a gav neuze Yann-Fañch en Ehpad e-lec’h ma labour e dad. Gant joa e asant ar c’hozhiad dont da vezañ ezel eus ar familh Pennek. Liammoù kreñv a vez buanik etre Ewen ha Yann-Fañch, hag en em glevout a reont war ur poent : n’int ket plijet gant ar skol kentañ derez. Hogen, an amzer-dremenet a bak anezhañ en-dro a-greiz-holl, pa ra anaoudegezh gant an dentour, an Aotrou Brudul.Skrivet gant : Loeiza an DuigouC’hoari : Yann-Herle GourvesSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

  43. 18

    An den kozh diwelus

    Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset eo bet gant e re ha sordet evit bezañ implijet e c’halloudoù hud evitañ e-unan. Haleg n’hell bezañ dieubet nemet gant ur spered glan. Divi an hini eo marteze ?Skrivet ha c’hoariet gant : Yann-Herle GourvesSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

  44. 17

    Troioù-kaer liesliv Gwaregig ar Glav

    En ur jardrin hud louet tout emañ Gwaregig ar glav o chom. Un deiz bennak e kav ur barr-livañ hud, gouest da bentañ livioù flamm-flimin. Laouen ken-ha-ken e krog da reiñ livioù dezhañ da zigentañ ha d’ar bleunioù, d’ar reier, d’al leton da heul…Skrivet ha c’hoariet gant Laors SkavennegSonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicSkeudenn: Anna Duval-GuennocProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

  45. 16

    Itron Onion ha Sir Sardin

    Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen ec’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk armerc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoùleun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ?Skrivet gant : Loeiza an DuigouC’hoari : Anna Duval GuennocSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

  46. 15

    Per al loufer

    Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. Diaes eo da Bêr kaout mignoned ha kavout e blas. Goapaet e vez gant ar vugale all. An istor-mañ a gont buhez ur bugel disheñvel na vramm ket evel ar re all.Skrivet ha c’hoariet gant : Bleuenn ar Borgn ha Thibault Le MeurSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

  47. 14

    Tro-dro din

    Berrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar gwerennoù tev a zo war he fri. Ne gred ket mont davet ar re all. Ankeniet e vez war hent ar skol. Abaoe ur gwallzarvoud he doa bevet e c’houlenn he mamm diganti diwall atav. Un deiz, en ur zont en-dro d’ar gêr e kouezh he lunedoù e-barzh un toull don. Ne c’hell ket mui ober ur c’hammed ouzhpenn. Penaos treuziñ ur bed dispis penn-da-benn hag a seblant re zañjerus dezhi ? Pa glask sioulaat hec’h anken e klev Iris ur vouezhig a ginnig sikour dezhi. Marteze e c’hellfe mont dreist hec’h aon ha cheñch he darempred gant hec’h endro...Skrivet ha c'hoariet gant Maelc’hen Laviec - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Mersi bras da Tony Foricheur - Gant sikour Rannvro Breizh

  48. 13

    Ne gouskan ket ken !

    Betek ar 24 a viz C’hwevrer e oa Aloïs ur paotr normal : un tad, ur vamm, div c’hoar vihan, mignoned, notennoù dereat er skolaj… Mont a rae mat pep tra. D’ar 24 a viz C’hwevrer en deus bet Aloïs 12 vloaz. Ur cheñchamant nevez en e vuhez : Aloïs ne gousk ket ken. N’eo ket skuizh, n’en deus ket ezhomm da gousket ken. Hir e kav e amzer en e gambr war greiz an noz neuze e tiviz mont da bourmen er-maez. Un avantur dic’hortoz o kregiñ evitañ !Skrivet ha c'hoariet gant Maiwenn Morvan - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoarin hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh

  49. 12

    Lizig hag ar garantez

    Lizig a zo 12 vloaz hag o paouez en em gavout er bempvet klas emañ. He c’hamaraded klas a zo deuet da vezañ sot gant an istorioù karantez. Diaes dezhi kompren perak ha pa bok evit ar wech kentañ d’ur paotr ne sant netra… Gouestaat e kresk enni santimantoù evit he mignonez wellañ, Riwana, met ne oar ket ma’z eo posubl karout merc’hed. Gant sikour ur gasourez e kompreno e c’hell karout n’eus forzh piv, ne vern ar jener.Skrivet ha c'hoariet gant Aziliz Peaudecerf - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh

  50. 11

    Ar gapitenez hag ar Goelan

    Ar gapitenez hag ar Goelan a gont istor Zaig, ur besketourez kozh ha Tantan, ul labous mor. Gant an oad e teu Zaig, ar gapitenez, da vezañ dall, met sikouret e vez war vor gant Tantan ar goelan. Mignon feal e chomo dezhi pa droio kein akipaj ar vag d’e gapitenez memes... Skrivet ha c'hoariet gant Bleuenn Ar Borgn ha Thibault Ar Meur - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh

Type above to search every episode's transcript for a word or phrase. Matches are scoped to this podcast.

Searching…

We're indexing this podcast's transcripts for the first time — this can take a minute or two. We'll show results as soon as they're ready.

No matches for "" in this podcast's transcripts.

Showing of matches

No topics indexed yet for this podcast.

Loading reviews...

ABOUT THIS SHOW

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.

HOSTED BY

HeklevPodkast

Produced by Les audioblogs par ARTE Radio

CATEGORIES

Frequently Asked Questions

How many episodes does Heklev PodKast have?

Heklev PodKast currently has 50 episodes available on PodParley. New episodes are automatically indexed when they're published to the podcast feed.

What is Heklev PodKast about?

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar...

How often does Heklev PodKast release new episodes?

Heklev PodKast has 50 episodes. Check the episode list to see recent publication dates and frequency.

Where can I listen to Heklev PodKast?

You can listen to Heklev PodKast on PodParley by clicking any episode. We provide an embedded audio player for direct listening, and you can also subscribe via your preferred podcast app using the RSS feed.

Who hosts Heklev PodKast?

Heklev PodKast is created and hosted by HeklevPodkast.
URL copied to clipboard!