EPISODE · Apr 10, 2026
C'hwezh an deiz, 10 a viz Ebrel 2026
from C'hwezh an deiz · host Radio Kerne
-Lydie Massard, ezel e Unvaniezh Demokratel Breizh, kuzulierez-kêr en tu enep e ti-kêr Pondi, bet deputeez european, he deus en em lakaet war ar renk evit bezañ choazet gant an tu-kleiz da vont d'an dilennadegoù-prezidant. Displegadennoù gant ur vouezh all en UDB, Tifenn Siret (Metig Jakez-Vargas). -Bagad Brieg en deus graet un dro vras betek New-York evit lidañ Sant Padrig. Kontet eo deomp gant Clémence Ligen. (Marianne Vaidie) -An dibaboù bet graet e-pad Kan ar Bobl e Bro Gerne a gaso bugale skol Diwan Kemper, Gwen hag Arzhel Chapalain, ha Tunvezh Vloaguen-Grandjean d'ar gourfenn a vo e Pondi en dibenn-sizhun. (Morgane Cotten) -Plant ar sizhun: ar milzoul. (Gwennaig Viol) -Treuzkast: un dibab podskignadennoù diwar-benn al liammoù etre breudeur hag etre c'hoarezed. (Morgane Cotten) -Keleier: Anton Burel.
Embed this episode
Ready to play
C'hwezh an deiz, 10 a viz Ebrel 2026
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
No similar episodes found.