C'hwezh an Deiz 18/10/2024 episode artwork

EPISODE · Oct 18, 2024

C'hwezh an Deiz 18/10/2024

from C'hwezh an deiz · host Radio Kerne

-Diwan : Stephanie Stoll kuzulierez rannvro en tu kleiz, ha bet prezidantez rouedad skolioù Diwan, a lâr deomp m'eo torret al lusk da zigeriñ skolioù nevez abaoe un nebeut bloavezhioù. Marteze, ma teufe da vezañ ur servij publik rannvroel e c’hellfe bevañ un diorren brav en dro. (Anton Burel) -War roudoù an dinozored (Marianne Vaidie) : An Dilofozor -E 2018 e oa krog Yann Ber Kemener da skrivañ ar Saga Arvorika evit heuliañ planedenn Yann, ur pilhaouer eus Menez Are deuet da Zouarnenez gant e vab e penn kentañ an 20vet kantvet. 6 levrenn zo bet embannet dija. Gante e splujer 'barzh istor hanterenn gentañ ar c'hantvet tremenet, an trubuilhoù politikel, stourmoù ar micherourezed, buhez start ar besketourien... Ar 7vet levr a gaso ac'hanomp betek Euskadi e-touez lec'hioù all. Kinniget e vo da geñver Gouel al levrioù e Karaez. -Mont a reomp da gKernevel, e-kichen Rosporden gant Benjamin Bouard, en abadenn Rodeier. Ha graet 'vo gant Alain hag Anne-Marie Boëdec. -Red an Istor (Tifenn Moreau): Dieubet Europa gant an Amerikaned -Kroashent-tro ar c'hemmoù ekologel a vo e Ploneour en dibenn-sizhun. Gaidig Rouz a zispak ar program deomp. -Anton Burel, war-eeun deus studio Roazhon evit ar c'heleier -Sonerezh: Lorde "Royals" / Emezi "Ar fan foll" / Lloyd Cole and The Commotions "Are you ready to be heartbroken?" / Fleetwood Mac "The Chain" / Sophie Hunger "Le vent nous portera" / De Kift ''Muur muur"

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Oct 18, 2024

Embed this episode

Ready to play

C'hwezh an Deiz 18/10/2024

0:00 0:00

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

Frequently Asked Questions

When was this C'hwezh an deiz episode published?

This episode was published on October 18, 2024.

Can I download this C'hwezh an deiz episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!