EPISODE · Sep 19, 2025
C'hwezh an deiz, 19 09 2025
from C'hwezh an deiz · host Radio Kerne
-PLANT: AN INAMM GWENN gant Gwenaig Viol ha Marianne Vaidie -TREUZKAST: ouzhpenn 200 milion a bodskignadoù 'vez selaouet bep miz e bro Frañs. Morgane Cotten a sikouro ac’hanoc’h da glask lod anezhe e junglenn ar podskignadoù. -LOUP Y ES-TU? Setu anv teulfilm nevez-flamm Mathurin Peschet. Ar wech-mañ ar sevenour neus bet c'hoant lakaat war-well ar bleizi war ar skrammoù. Hiroc'h da c'houzout gant Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh a ginnigo ur rakskignadenn eus an teulfilm d'ar merc'her 24 a viz gwengolo er sinema Le Club e Douarnenez. -JOB an IRIEN kontet deomp gant JEAN DANION ha BERNEZ REST. Deuet zo ul levr ouzhpenn gant ti-embann Minihi Levenez e penn kentañ an hañv: ‘Job an Irien / Beleg ha barzh ar c’hanennoù meur’ -PREGOMP ASAMBLES. An dibenn-sizhun-mañ vo dalc’het devezhioù ar glad ha kalzig a darvoudoù vo kinniget un tamm pep lec’h er vro diwar skouer bro Molan. Eno disul e vo gou’Mikel, ur gouel da enoriñ sevenadur Breizh. Aozet eo ar gouel-mañ gant ar gevredigezh Pregomp ‘sambles.Aline Aupy, sa présidente, zo ganeomp da ginnig ar gouel met araok petra eo ar gevredigezh Pregomp ‘sambles ? -Keleier: Erwan Blanchard
Embed this episode
NOW PLAYING
C'hwezh an deiz, 19 09 2025
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
No similar episodes found.