EPISODE · Oct 25, 2024
C'hwezh an Deiz 25/10/2024
from C'hwezh an deiz · host Radio Kerne
-Tañva RODEIER Yves Le Gac E miz-Kerzu 2021 e oa graet e soñj gant ar prezidant Emmanuel Macron d’ober koñje d’an istorourien da zigeriñ dielloù brezel an Aljeri. N’eus ket amzer da goll, peogwir ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anavezet ar brezel-se. Diaes a-walc’h eo da lod memes kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m’o doa bet e-pad o amzer-servij. -Musca' noz Kelc'h Keltiek Klisson a ginnig deoc'h evit an navet gwech ar Musca'noz. Hélias Burel - Bordais, ezel eus ar gevredigezh a zispleg hiroc'h deomp. War roudoù an Dinozored: Beaj Arlo (Marianne Vaidie) -Louis Spinec, a-orin deus Enez Sun, zo bet kabiten a vor. Klevet e vez alies, diwar-benn SNSM Dz, evel prezidant, pe diwar-benn Distro en Baie. Er bloavezhioù 2000-2003, araok bezañ war e leve, e kase ekipajoù pesketaerien e Mor an Inizi Kerguelen. -Daou vloaz zo e oa krog ar c’hentelioù brezhoneg e skol-veur Naoned en-dro goude un harz a gazi 20 vloaz! Visant Roue a gas ar c’hentelioù eno met nevezentioù zo avat ha lâret a ray hiroc’h deomp. (ouzh mikro Liza Jakez-Vargas) -Per Miñs-Pegailh, mediaoueger en Erge-Vras, a-benn kinnig ur c’hoñsert a vo roet dimeurzh eno, en-dro d’an danevell ‘An den a blante gwez’ -Sonerezh: Brieg Guervenno 'Ar spilhenn'/ Socalled 'These are the good old days' / Eric Menneteau & Erik MArchand 'Son ar vot' / Kreiz Breizh Akademi #7 ''Ar berlenn'' / Fontaines DC ''Bug'' / The Rolling Stones ''Get off of my cloud'' / NDiaz & Fleuves ''Sous la Canopée''
NOW PLAYING
C'hwezh an Deiz 25/10/2024
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
Apr 26, 2026 ·35m
Apr 25, 2026 ·141m
Apr 24, 2026 ·55m
Apr 23, 2026 ·54m
Apr 22, 2026 ·40m
Apr 21, 2026 ·64m