Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned episode artwork

EPISODE · May 31, 2026 · 50 MIN

Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025. Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’hed a weler o tont diwar-se : fall a-walc’h an dour da evañ, bezhin glas war an aodoù ha saotret an dour kouronkañ war draezhennoù zo. Kaoz zo bet ivez eus ar mengleuzioù hag eus o efedoù bras war galite an dour. Un afer dianavezet a-walc’h, setu ma oa bet gouestlet dezhi un enklask hir gant « Splann ! » e miz Du 2024. 📻 Gouloù-noz gant Radio Naoned, abadenn nevez bro-Naoned ha bro-Roazhon, atersadennoù ha kronikennoù. Kinniget deoc’h gant Liza Jakez-Vargas klokaet gant Tangi Poisson hag ar radioioù keveler. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

NOW PLAYING

Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned

0:00 50:32

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 50 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on May 31, 2026.

What is this episode about?

En abadenn Gouloù-noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025. Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar...

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes, you can download this episode by clicking the download button on the episode player, or subscribe to the podcast in your preferred podcast app for automatic downloads.
URL copied to clipboard!