EPISODE · Nov 10, 2025 · 35 MIN
Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !
from Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed. « Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025. Abaoe pell zo, eme tud Splann !, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras. Emañ ar servijoù urjañsoù en argoll. Abaoe ma oa bet cheñchet ar mod d’arc’hantaouiñ an ospitalioù ec’h a an ospitalioù publik en-dro evel ma ra an embregerezhioù. Ha kevezerezh zo neuze etre an osptalioù publik etreze ha kement-all etre ar re bublik hag ar re brevez. En ur stad fall emañ savadurioù an ospitalioù, emañ ar re-mañ o c’hoari war goll ha tremen skuizh eo labourerien an ospitalioù… Pennad-kaoz gant : Caroline Trouillet, kazetennerez evit ar media Splann ! he deus savet an enklask gant Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva (troet e brezhoneg gant Lena Catalán). Gael Roblin, koñsailher-kêr e Gwengamp en deus savet « ur c’hinnig-lezenn evit ober un taol-arnod reiñ da Rannvro Breizh barregezhioù fiskal a-benn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel hag al lojeiz diyac’h ». Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Treger Goueloù, e Gwengamp. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
NOW PLAYING
Enkadenn an ospital publik e Breizh 1/2 | Peoc'h ba'l loch !
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
May 23, 2025 ·13m
May 14, 2025 ·17m
May 7, 2025 ·17m
May 3, 2025 ·15m
May 2, 2025 ·13m
Apr 28, 2025 ·16m