Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1 episode artwork

EPISODE · Sep 23, 2024 · 19 MIN

Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus. Dindan un nebeut mizioù e krog Isabelle da gaout bec’h gant he skevent. A-greiz-holl ez a he yec’hed war fallaat : droug-skevent, diaezamantoù anaoudel, koll nerzh muioc’h muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù, pere a redi anezhi da vont gant ur gador-ruilh. Sur eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzus e oa. Santout a raen e oa erru ganin korf ur plac’h kozh gant kaout poan e pep lec’h ha n’hellen sevel na bale. Ma gwaz an hini a gase ac’hanon d’ar privezioù ». Ouzhpenn 240.000 maouez e Frañs a vez gant an ensteudoù Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e vefe ur riskl bennak gant an ensteudad. Hag evit adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet tennet o mammog da dost da 30.000 maouez betek-hen e Frañs. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Sep 23, 2024

Embed this episode

NOW PLAYING

Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1

0:00 19:06

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 19 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on September 23, 2024.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!