Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3 episode artwork

EPISODE · Sep 25, 2024 · 14 MIN

Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan. Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Europa ? Dre un siell CE. C-E, an div lizherenn a c’heller lenn war a-bep seurt produioù ‘zo gwerzhet en Europa. Un tamm evel ur « passeport » roet d’ar produ, ma karit. Gant embregerezhioù prevez e vez roet ar siell CE. Paeet int gant obererien ur produ bennak evit reiñ al label prizius. Neus ket a ajañs ofisiel kreizennet, evit ober al labour-se. Kaoz ‘oa bet eus tennañ kuit ar galloud-se eus aozadurioù prevez, met lobby an industriezh ‘oa deuet a-benn da lemel ar c’hinnig-se en 2008. Ha divizet e vez hag-eñ eo dañjerus ar produioù… war studiadennoù roet…gant an embregerezh a neus savet ar produ ! Hag, evel-just, an embregerezh n’aio ket da reiñ studiadennoù fall evit ar produ he deus c’hoant da werzhañ… Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

NOW PLAYING

Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3

0:00 14:15

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 14 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on September 25, 2024.

What is this episode about?

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da...

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes, you can download this episode by clicking the download button on the episode player, or subscribe to the podcast in your preferred podcast app for automatic downloads.
URL copied to clipboard!