Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh episode artwork

EPISODE · May 5, 2025 · 3 MIN

Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann !. Sur-mat eo anavezet ganeoc’h ar merk chipsoù Bret’s hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac’hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret’s. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro. Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar gazetennerez Nolwenn Weiler, a zo bet oc’h enklask evit Splann !. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published May 5, 2025

Embed this episode

NOW PLAYING

Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

0:00 3:28

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 3 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on May 5, 2025.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!