EPISODE · Mar 5, 2025 · 15 MIN
Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17
from Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez. Dastumet evidoc’h : Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall. Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur giton. Saotret eo an aer e Roazhon. Primel Gastronomie kaset dirag al lez-varn? Ur c’hlemm a oa bet douget enep an embregerezh e fin an hañv 2023. Saotret e oa bet ar wazh Pontplaincoat get soud… Adkavit ivez rubrikennoù « o c’hoarvez e-taldoc’h » pe « Deiziataer “Splann !” ». Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
NOW PLAYING
Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
May 23, 2025 ·13m
May 14, 2025 ·17m
May 7, 2025 ·17m
May 3, 2025 ·15m
May 2, 2025 ·13m
Apr 28, 2025 ·16m