Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13 episode artwork

EPISODE · Nov 14, 2024 · 2 MIN

Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal… Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just a-walc’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goadoù gant ar mennozh-se, ha soutenet eo evit en ober gant strollad naturourien arbennig war al loened bronnek. Splann ! ‘zo bet o teurel ur sell ar miz-mañ en seurt raktresoù, a n’int ket evit plijout d’an holl ekologourien memes tra. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Nov 14, 2024

Embed this episode

NOW PLAYING

Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

0:00 2:20

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 2 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on November 14, 2024.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!