Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26 episode artwork

EPISODE · Feb 6, 2026 · 14 MIN

Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus « Splann ! » Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? Saotradurioù chanterioù bagoù e Sant-Nazer. Dastumet evidoc’h Ospital publik versus liesklinikenn prevez: ar c’hograd e Lannuon àr operatadennoù an dijestif ; An Naoned: kerbenn ar reakosferenn e Breizh ? Wikipedia: liammoù etre an FNSEA hag embregerezhioù bras diverket ; Sklaverezh: taoloù kastiz, en appel ivez evit ar c’houblad e penn Prestavic. Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Feb 6, 2026

Embed this episode

NOW PLAYING

Lizher-kelaouiñ : Sant-Maloù : ur pal da dizhout evit an tu-dehoù pellañ ? #26

0:00 14:05

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 14 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on February 6, 2026.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!