Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18 episode artwork

EPISODE · Apr 1, 2025 · 14 MIN

Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann ! amañ. Dastumet evidoc’h Lazhet eo bet gant ar bezhin glas… Ha setu un doéré istorel! Prouet e oa bet ar liamm etre marv Jean-René Auffray hag ar bezhin glas. Setu disoc’h ur c’horfskejadur (une autopsie) a oa bet graet d’ur pemoc’h-gouez kavet marv àr draezenn Saint-Maurice e Morieu (Aodoù an arvor). Tresadennoù a-zehoù: tresourez ar morlu broadel Calvaire Drach he doa treset ivez evit strolladoù an tu dehoù pellañ èl Nemesis, l’Incorrect pe ar strollad metal Aries (a gan pozioù Charles Maurras). Gourdrouzet un atant desevel yer e Plistin: lez-varn velestradurel Roazhon n’oa nullet an aotre astenn abalamour da “gizidigezh al lec’h”. Paour-kaez dour. Ur gwallzarvoud a zo bet ag uzin tretañ dour Kerne Uhel e Larruen. 25 000 litrad dour saotret get PFAS n’eus difoupet… Nec’husoc’h c’hoazh dre ma oa bet serret an uzin arall da zegas dour d’an dud e Rostrenn (da-heul enklask Splann! da lenn amañ)… Rektordi dirag al lez-varn. Gant Div Yezh, ar gevredigezh a vod kerent ar skolioù publik divyezhek, ha gant Kelennomp !, a vod kelennerien war ar brezhoneg, eo bet divizet kaz ar Stad dirak lez-varn velestradurel Roazhon (35). Adkavit ivez rubrikennoù “o c’hoarvez e-taldoc’h” pe “deiziataer Splann”. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

NOW PLAYING

Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18

0:00 14:22

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 14 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on April 1, 2025.

What is this episode about?

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann !...

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes, you can download this episode by clicking the download button on the episode player, or subscribe to the podcast in your preferred podcast app for automatic downloads.
URL copied to clipboard!