Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15 episode artwork

EPISODE · Jan 13, 2025 · 12 MIN

Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧 Fokus : Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ? Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024. Dastumet evidoc’h : Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehentiñ ha meriñ raktresoù. Saotret eo an deur c’hoazh. Piv a roio argant da chadenn tele nevez ar strollad ouest-France? Añseet ez eus bet lakaat François Pinault er jeu. Pig & Run, da c’hounez ho pouez e kig-moc’h. Ouzhpenn 500 testeni rastellet àr falladenn sistem ospitalioù Treger-Goelo ha Kerne Uhel. Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann ! ». Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Jan 13, 2025

Embed this episode

NOW PLAYING

Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

0:00 12:44

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 12 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on January 13, 2025.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!