Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh episode artwork

EPISODE · Apr 17, 2026 · 2 MIN

Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

E mengleuz Gerfalez, e Groñvel, ‘vez tennet 25% eus an añdalouzit a vez tennet er bed. An añdalouzit a vez implijet peurvuiañ en uzinoù houarn, gwer pe c’hoazh simant, kar gouest eo an tamm mein-mañ da zalc’hen mat-tre diouzh ar wrez. D’an embregerezh Imerys eo ar vengleuz-se, memes-mod evel an div uzin bet savet e-kichenn, e-lec’h ma vez tretet ar c’hailh. E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask e Groñvel gant ar media « Splann ! », kaset da benn ar gazetennerez Celia Izoard. Hervez he deus diskuzhet eno e vefe bet kontammet ar gwazhioù-dour e-kichenn ar mengleuz, gant ar produioù dañjerus a vez implijet da dretiñ an añdalouzit. Produioù evel ar « xanthate » dreist-holl, ha c’hall bezañ un ampoezon evit an dud hag al loened. Ha n’eo ket achu an afer ! Ur pennad-enklask nevez zo bet embannet gant « Splann ! » pemzekteiz ‘zo ha tamallet e vez da Imerys neuze bezañ diskarget 3000 litrad produioù fall e 2021, hep tretiñ anezho. E-kichenn mengleuz Gerfalez emañ rezerv naturel Mogoar Penvern ha kontammet eo bet gant produioù dañjerus, bet diskarget gant Imerys. Gwasoc’h c’hoazh : izelloc’h evit ar vengleuz ‘vez paket dour, da fournisañ dour mat da evañ d’an dud. Met sikouret eo Imerys gant ar Stad atô hag 50 million euroioù zo bet roet d’an embregerezh evit sevel ur vengleuz lithium e departamant an Allier. An enklask en e bezh a c’hallit lenn war lec’hienn internet « Splann ! ». 🎧 Benjamin Bouard zo bet oc’h atersiñ Caroline Trouillet, deus « Splann ! », evit kompren petra zo c’hoarvezhet dre just. Reportajoù kaset da benn gant ur skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed e Leon, Kerne, Treger, Kreiz Breizh, Bro-Gwened hag e Breizh-Uhel. Da glevet ivez da vare “Keleier ar Vro”. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Apr 17, 2026

Embed this episode

Ready to play

Mengleuz breton Imerys : ouzhpenn 3 000 litrad produioù kimikel skuilhet a-us d’ur mirva naturel, Radio Breizh

0:00 2:22

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

Hvor var du? Både Og AS I “Hvor var du?” inviterer programleder Haakon Lange hver uke en ny gjest som forteller om hvor de var da historiske hendelser inntraff. Du får høre hvor gjesten var, hva som gikk gjennom hodene deres, og hvordan hendelsen har påvirket livet deres. Det blir latter, tårer og nostalgi.COVER: Alexander Rybak-bildet: NTB Scanpix.9/11 - NTB Scanpix/ukjent.OL på Lillehammer: Jan Greve, NTB Scanpix.Big Brother 2001: Nina Ruud, VG.Publikumsbildet ved operaen: Hans O. Torgersen.Justin Bieber på operaen: Fredrik Varfjell, NTB ScanpixDrillo-bildet: Bjørn S. Delebekk Prospettive sul Metaverso Roberto Capodieci, Rita Trombin, e Filippo Caprioglio Benvenuti in "Prospettive sul Metaverso"!Il Metaverso, termine coniato da Neal Stephenson nel romanzo Snow Crash, è un mondo virtuale composto da molti luoghi diversi. Essendo in continua espansione offre quotidianamente curiose ed interessanti novità.Noi siamo Filippo Caprioglio, architetto, Rita Trombin, psicologa ambientale esperta in biofilia, e Roberto Capodieci, esperto di decentralizzazione e Web3. Assieme, ed a volte con l'aiuto di altri esperti, esploriamo il Metaverso con l'obiettivo di comprendere questo nuovo ed entusiasmante mondo online per capire come può essere usato per migliorare le nostre vite. Lo facciamo divertendoci e discutendo di tutto: dalle ultime curiosità ad approfondite analisi.Tutti voi siete invitati a partecipare alla discussione sia per imparare che per contribuire. Che tu sia un professionista esperto o un principiante, speriamo che il nostro canale possa essere di tuo interesse.E se hai letto fino a qui... beh, iscri

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 2 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on April 17, 2026.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!