EPISODE · May 24, 2026 · 22 MIN
Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2
from Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Titouroù talvoudus a zo e danevelloù an ospitalioù… Lod anezho a nac’h reiñ anezho da « Splann ! ». Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù. Goulennet e oa bet danevelloù evezhiiñ oberatadennoù an ospitalioù gete. Mand eo bet kaset an titouroù get lod ‘zo deus an ospitalioù, 3 ospital arall (e Brest pe Roazhon) o deus nac’het reiñ an danevelloù dezho, ha respontet o deus en ur goulenn 5500 euro digant « Splann ! ». Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Kreiz Breizh, e Rostrenn. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
NOW PLAYING
Ospitalioù o tarzhiñ... ha titouroù kuzhet ? | Sofa gant Radio BOA 2/2
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
May 23, 2025 ·13m
May 14, 2025 ·17m
May 7, 2025 ·17m
May 3, 2025 ·15m
May 2, 2025 ·13m
Apr 28, 2025 ·16m