EPISODE · Oct 27, 2025 · 4 MIN
Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh
from Enklaskoù « Splann ! » da selaou
E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh. Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjaille. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas. Pevar pennad a zo d’an enklask, a c’hellit lenn digoust e brezhoneg dre lec’hienn « Splann ! » Nac’het o deus ospitalioù zo reiñ teulioù publik da « Splann ! » evit o enklask. Bec’h a zo àr ar frankiz kelaouiñ en enklask-se. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
NOW PLAYING
Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh
No transcript for this episode yet
Similar Episodes
May 23, 2025 ·13m
May 14, 2025 ·17m
May 7, 2025 ·17m
May 3, 2025 ·15m
May 2, 2025 ·13m
Apr 28, 2025 ·16m