Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc episode artwork

EPISODE · Jun 14, 2025 · 3 MIN

Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc

from Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh « Splann ! » gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien. Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet. Kaset en doa ar saver moc’h « Splann ! » dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons ». Evit ar produer moc’h eo ul labour da wallvrudañ anezhañ zo bet embannet war lec’hienn ar media breizhad e 2024. Kristen Falc’hun asambles gant Ines Leraud eo ar re o doa skrivet ar pennad. Ar pezh a diskouez diviz ar varnerien eo eoa goullo doser Phlippe Bizien. Emañ Kristen Falc’hun gant Erwan Blanchard. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Episode metadata supplied by the publisher feed · Published Jun 14, 2025

Embed this episode

Ready to play

Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc

0:00 3:25

No transcript for this episode yet

We transcribe on demand. Request one and we'll notify you when it's ready — usually under 10 minutes.

No similar episodes found.

No similar podcasts found.

Frequently Asked Questions

How long is this episode of Enklaskoù « Splann ! » da selaou?

This episode is 3 minutes long.

When was this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode published?

This episode was published on June 14, 2025.

Can I download this Enklaskoù « Splann ! » da selaou episode?

Yes. Use the download control on the episode player to save the publisher-provided media file.
URL copied to clipboard!