PODCAST · society
Tourmant
by Heklev Podkast
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?
-
40
Boulc'hurun 03 Vefa Sant Per
7 vloaz eo Vefa pa glask tec’hout kuit eus kastell he zud, evit mont da vousig war ul lestr-karg. C’hwitet eo ar wech-mañ, met un dra zo sur : ober a raio tro ar bed ! Hag evit-se e rank, da gentañ, chom hep dimeziñ… Dibosupl evit ur plac’h eus an noblañs. Penaos ober neuze ? Ma, gant sizailhoù evel-just !
-
39
Boulc'hurun 02 Anita Conti
Sot eo Anita gant pep tra a den eus ar mor. Pa vez kinniget dezhi labourat war ar vag oseanografek kentañ, ne c’hell ket nac’hañ ! Kregiñ a ra ur vuhez leun a veajoù war bigi pesketa, etre yenijenn ar Greunland ha morioù tomm Afrika. Eus ar chaluterioù betek ar saloñsoù chik, e teu en-dro ar memes goulenn : penaos gwareziñ ar mor hag ar pesked ?
-
38
Boulc'hurun 01 Janed Belleville
Kabiten ! Bigi war vabourzh !Kouc’hoù du, gouelioù ruz, hag e penn uhelañ ar wern vras, ur banniel ruz gant ul leon arc’hant. Tri mil diaoul ruz, setu Janed Belleville, leonez Breizh, o tont ! Penaos eo deuet baronez Klison da vezañ brasañ enebourez roue Frañs ? Pignit e-barzh, martoloded, hag e vo kontet pep tra deoc’h !
-
37
Tourmant : Rann 16
C’hoari a ra ar strollad Serr-noz evit ar wech ziwezhañ, dirak annezidi an enezenn. Felix a c’hoari tudenn ar Roue Lear, ha Metig tudenn Kordelia, merc’h ar roue. Brav eo an amzer en-dro, dieubet int holl. Mont a reont gant o hent en-dro, treuzfeurmet pep hini anezho gant an tourmant. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
36
Tourmant : Rann 15
Didrouz eo an enezenn. Bev eo Felix. Bale a ra war-zu ar sal-liesimplij dindan un heol splann. Petra ‘lâro da v.Metig ? Perak ‘ta zo bet kuzhet dioutañ en doa ur verc’h e-pad keid-all amzer ? Gant Fred ha Naig en e-gichen e kavo Felix nerzh da zigeriñ ar jarl-ludu ha da gimiadiñ diouzh e vamm, Soaz. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
35
Tourmant : Rann 14
Kouezhet eo Felix diwar an tornaod. Fuloret bras eo ar mor met daoust d’ar boan o flemmañ e gorf e teu Felix a-benn da gavout goudor e mougev beg Kadoran. Eñvorennoù e vugaleaj, huñvreoù tadelezh ha soñjoù du en em vesk en e spered. Ha dreist bevañ a raio Felix d’ar gorventenn ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
34
Tourmant : Rann 13
Adkavet eo bet Metig gant ar bomperien hag adkaset d’ar sal-liesimplij lec’h m’emañ holl dud an enezenn o klask goudor. Den na oar e pelec’h emañ Felix, e-unan emañ er-maez en avel foll. Azezet war o gweleoù-kampiñ e kont Naig, Lan ha Fred o eñvorennoù brav asambles gant Felix hag ar gompagnunezh. Peseurt eñvorennoù a chomo gant Metig ma vo lonket he zad gant ar gorventenn ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
33
Tourmant : Rann 11
Evit ar wech kentañ e kont Valérie hec’h istor gant Felix d’he merc’h. Penaos ha pelec’h o deus graet anaoudegezh. Trubuilhet eo Metig gant ar pezh a glev. Ha Felix a seblant bezañ kollet e skiant-vat gantañ c’hoazh. Ne oar ket petra soñjal ken. Ha lârout a raio Metig piv eo-hi da Felix ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
32
Tourmant : Rann 10
O treiñ da foll emañ Felix. Ar santimant en deus n’ez eus hini ebet e-touez e geneiled o sikour anezhañ da saveteiñ ar gompagnunezh : Bernard a zo un treitour, dilezet eo bet gant Naig, Fred ha Lan. N’eus den prest ebet ken da stourm gantañ. Tapet en e dourmant n’eo ket Felix evit klevet emañ ar gorventenn o tostaat. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
31
Tourmant : Rann 9
Kounnaret eo Metig a-enep he mamm a chom direspont e-tal he goulennoù hag a-enep Felix abalamour d’e droioù-kamm a lak an dud da vezañ en disfiz outañ. Stanket eo war an enezenn abalamour d’ar gorventenn. Ne c’hell ket tec’hout kuit. Oc’h eskemm gant Lan e tizoloio Metig ur prantad eus buhez he zad. Ha perzhioù mat a vefe gant Felix ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
30
Tourmant : Rann 8
Pep tra zo ‘treiñ da fall en-dro da Felix : kollet eo Kiki ar c’hi, goullo eo kef ar gompagnunezh hag ar gorventenn v.Boris a vo o c’hwezhañ kreñv war an enezenn a-benn nebeut. Emañ Felix o vont donoc’h-donañ el lagenn evit klask saveteiñ ar gompagnunezh c’hoariva. Peur ‘ta e tihuno ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
29
Tourmant : Rann 7
Tamm-ha-tamm e kav Metig plijadur o vezañ gant tud Serr-noz. Aes eo dezhi eskemm gant Fred, teknisian-son ar strollad abaoe an deroù. Gantañ e klask Metig kompren gwelloc’h istor he zud. Met ret eo dezhi chom war-evezh ma ne fell ket dezhi na vefe dizoloet ar wirionez gant ar strollad. Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
28
Tourmant : Rann 6
Goullo eo ar c’hef ha ne gred ket Felix, leurenner ar gompagnunezh Serr-noz, lavaret kement-mañ d’ar re all. Ha kavout a raio-eñ nerzh da lâret ar wirionez ? Ha soñjal a ra dezhañ ez aio d’ar strad da heul ar gompagnunezh ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
27
Tourmant : Rann 5
Emañ ar gorventenn v.Boris o tostaat ouzh an enezenn. E-keit-se emañ komedianed ar gompagnunezh Serr-Noz o pleustriñ, hag o klask mennozhioù da c’hoari diginkladur ha diwiskamant. Displijet eo Metig gant doareoù Felix, al leurenner. Ha graet he deus mat mont war roudoù he zad dianavezet ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
26
Tourmant : Rann 4
Nec’het eo Felix, n’eo ket erru kinkladurioù ar gompagnunezh war an enezenn ha Bernard, merour ar strollad, na respont ket ouzh ar pellgomz. Petra ‘c’hoarvez ? Oc’h ober freuz-stal ‘vefe ar gompagnunezh ? Ha Naig, peseurt santimantoù a vag-hi evit Felix ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
25
Tourmant : Rann 3
Degemeret eo ar strollad-c’hoariva Serr-noz gant Marie, perc’hennez ar B&B ‘lec’h ma lojont holl war an enezenn. E-kerzh an nozvezh-degemer e ra Metig anaoudegezh gant komedianed ar strollad : Naig ha Lan. Digeriñ a ra Metig he c’halon e-pad an nozvezh met n’he deus ket c’hoant da vont re bell ganti. Petra ‘fell dezhi kuzhat ouzh ar strollad ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
24
Tourmant : Rann 2
War bourzh ar vag e ra Felix Le Corre, leurenner ar strollad c’hoariva, anaoudegezh gant Metig, ar gomedianez yaouank nevez dibabet evit c’hoari perzh Kordelia. Kendrec’het e seblant bezañ gant an dibab. Met strafuilhet mat eo Felix. Petra ‘zo kuzhet gantañ e-barzh e sac’h ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
23
Tourmant : Rann 1
Petra ‘zo c’hoarvezet pa oa ar gorventenn o skeiñ an nozvezh-se ? Deomp war-gil asambles gant Metig a-benn klask kompren. Metig a zo ur gomedianez yaouank. Ar wech kentañ e vo dezhi labourat gant ar strollad-c’hoariva Serr-noz. Gante ez aio-hi betek an enezenn da c’hoari ar « Roue Lear » skrivet gant Shakespeare. Met petra eo deuet Metig da glask er strollad Serr-noz a-benn ar fin ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
22
Tourmant - Bomm
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da-se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm ha tamm e za ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war un dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhet e vez ar sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ? Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas CloarecSkrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin MorvanC’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai LincolnEnrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole PeaudecerfSonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs LerouxSkoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola CoïcAozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar GovTresadennoù : Clara BourhisUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel BreizhEnrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
-
21
Ar Vastardez 01 Kerlaran
Sant Nenven, bro Leon, etre an daou vrezel. Ivona Kerbrad a zo un emzivadez a seitek vloaz, ganet paour met labourerez start ha speredek. Kaset eo bet gant he eontr da labourat e atant Kerlaran, e-kichen Lesneven, evit bezañ matez en un tiegezh. Distroet eo mab Kerlaran d'ar gêr, Feliz, soudard e bro Marok. Kroget eo kalon Ivona da lammat pa oa deuet poent kimiadiñ.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
20
Ar Vastardez 02 Feliz hag an Eost
Santimantoù he deus Ivona evit Feliz. Feliz a seblant bezañ desachet gant Ivona ivez. Labourat ha c’hoarzhin a reont asambles er parkeier. Dont a ra ar mare evitañ da zistreiñ d’e rejimant e Afrika. En em ziskleriañ a reont o c’harantez an eil evit egile an devezh a-raok ar c’himiadiñ hag e reont ar garantez.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
19
Ar Vastardez 03 Al lizhiri
Feliz a skriv lizhiri da Ivona. Hi ne c’hell ket respont rak ne oar ket skrivañ ha mezh bras he deus. Dont a ra ar vatez da gaout poan gof, da richetiñ a daol-trumm. Goude ur fallaenn er park e krog an dud da spurmantiñ ez eus traoù nevez ganti. Fulor bras ‘zo krog e mestrez an ti. Gourdrouzet eo Ivona, kunujennet ha dispriziet, o vezañ m’eo ur « plac’h a vuhez fall ».Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
18
Ar Vastardez 04 Planedenn griz
Ar bennhêrez a glask kuzhat eo he mab « kablus » da vezañ bet un darempred reizhel gant Ivona e diavaez ar stad a briedelezh. Lakaat a ra an dud da grediñ ez eo Dominig an tad, ar mevel a 50 vloaz. Rediañ a ra Ivona da vont da vevañ gantañ en e di. Un devezh e teu an aotrou maer hag ar person betek Kerlaran da gemenn ez eo bet lazhet Feliz e bro Marok. Difennet e vez da Ivona gant ar bennhêrez mont da obidoù Feliz.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
17
Ar Vastardez 05 Añjela
Genel a ra babig Ivona, anvet Añjela. Goulenn a ra Ivona gant z/Dominig bezañ he zad-paeron. Ar beleg a nac’h badeziñ ar c’hrouadur e-pad an deiz peogwir eo bet koñsevet er pec’hed. Distreiñ a ra korf Feliz da Sant-Nenven. Adkavout a ra Ivona he c'haredig. Dont a ra ur soudard da gemenn da Ivona komzoù diwezhañ Feliz er Marok.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
16
Ar Vastardez 06 Ar c'hleñved-uz
Kreskiñ a ra Añjela, ur verc’hig laouen, e ti Dominig. Da 6 vloaz e teu da gompren ez eo disheñvel eus ar re all. Kunujennet e vez er skol gant ar vugale all evit bezañ ur « vastardez ». Klañv e teu he mamm Ivona da vezañ. E-pad mizioù en em led ar c’hleñved enni muioc’h mui, betek ma kollfe tamm ha tamm he nerzh. Dont a ra beleg hag e c'houlenn diganti anzav he fec’hed ur wech c’hoazh. Mervel a ra.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
15
Ar Vastardez 07 An Drask, al Louarn, an Avalaouer hag ar Purgator
Deskadurezh Añjela a vez graet gant Dominig er parkeier ha diouzh an noz e-pad ar beilhadegoù. Eürus eo ar baotrezenn. Komzoù ar beleg e-pad mare diwezhañ Ivona a grog da drubuilhañ Añjela. En em c’houlennata a ra diwar-benn he mamm, daoust hag er purgator e vefe abalamour d’he ferc’hed yaouankiz ?Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
14
Ar Vastardez 08 Ar velo hag ar mor
Barrek-tre eo Añjela er skol, evit brasañ lorc’h he faeron, Dominig. Dibabet e vez Añjela evit ober al lennadenn en iliz da vare he fask kentañ, un enor bras eviti. Prenet e vez dezhi ur velo gant Dominig, ha graet gouel dezhi, evit kalonekaat anezhi. Mont a reont o zaou da bourmen war vord ar mor evit dizoloiñ bro c'henidig Dominig. Kontañ a ra dezhi istor e familh dezhañ.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
13
Ar Vastardez 09 Ar gouent
Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant an hent-se. Goude ur pennad er gouent e tiviz Añjela distreiñ d’ar bed, mankout a ra an natur dezhi, hag he faeron muiañ-karet.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
12
Ar Vastardez 10 San
Bevañ a ra Añjela ha Dominig war vord ar mor bremañ. Implijet eo Añjela en « Hôtel de la mer » e Brignogan. Ober a ra Maxim al lez da Añjela met n'eo ket hi amourous. Tommañ a ra ouzh ur paotr all, San, ur pesketaer eus ar vro. San en deus plijet dezhi diouzhtu. Klevet a ra kerent San ez eo Añjela ur vastardez bet seurez. Divizout a reont asantiñ eured o mab gant Añjela memestra. En em reiñ a ra Añjela d’ar garantez gant San a-raok an eured.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
11
Ar Vastardez 11 Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ
Eus an darempred-se e teu ur bugel. Mamm San a zo strafuilhet gant torfed San hag Añjela, aon he deus e rankfent dimeziñ dre guzh. A-benn ar fin ec’h aozont dillo un eured dirak an holl, hag eüruzamant ne vez ket gwelet kof Añjela o rontaat c’hoazh. Genel a ra ar babig evit brasañ levenez ar c’houplad ha badezet a galon vat gant beleg nevez ar barrez, un den hegarat anezhañ ha mennozhioù modern gantañ. Teodoù fall a glemm adarre er barrez, n’ez eus ket nemet c’hwec’h miz eo dimezet ar gerent nevez...Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
10
Ar Vastardez 12 An ti-kêr
Dominig, paeron ha tad a-eil Añjela, a zeu da vervel. Goulennet e vez diganti erlerc’hiañ sekretourez an ti-kêr, peogwir e oar lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e galleg. Prim war-lerc’h e c’houlenn an aotrou maer ganti bezañ war e listenn evit an dilennadegoù, barrek ha speredek ma ‘z eo. Tud al listenn enep a grog d’ober goap, da lavaret ez eo Añjela un divroadez, ur vastardez, bet seurez ouzhpenn ! Holl verc’hed ar barrez a vot eviti koulskoude, c’hoant ganto cheñch penn d’ar vazh ha gwelet araokadennoù.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
-
9
Donvor 01 - Pegeit o do ezhomm da bareañ ?
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh
-
8
Donvor 02 - Ur bed splujet en noz nukleel
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh
-
7
Donvor 03 - Dindan hon treid e vefe eus ar c'heneliezh c'hoazh ?
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh
-
6
Donvor 04 - Levrioù ken niverus ken ne c'heller ket o lenn
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh
-
5
Donvor 05 - Bez 'zo ac'hanon peogwir zo deus egile
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh
-
4
Donvor 06 - Don a zo du-hont
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh
We're indexing this podcast's transcripts for the first time — this can take a minute or two. We'll show results as soon as they're ready.
No matches for "" in this podcast's transcripts.
No topics indexed yet for this podcast.
Loading reviews...
ABOUT THIS SHOW
Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?
HOSTED BY
Heklev Podkast
Loading similar podcasts...