PODCAST · society
C'hwezh an deiz
by Radio Kerne
C'hwezh an deiz, an abadenn o tigeriñ an devezh ! Atersadennoù, reportajoù, keleier ha liv an amzer.
-
730
C'hwezh an deiz 13/05/2026
["La langue des crêpes"] (https://www.lamaisondutheatre.com/brest-finistere_la-saison__fiche_492_La+Langue+des+cr%C3%AApes.htm) eo anv ar pezh-c'hoari savet gant ar gompagnunezh Goémon Goéland. C'hoariet e vo e Plogastel hag e Pouldreuzig an dibenn-sizhun-mañ. Jean-Philippe Davodeau, komedian ha leurenner ar pezh, a lâr deomp hiroc'h. Ar strollad Eben gant Sterenn Le Guillou. Ur strollad da welet disadorn e Naoned evit degouezh ar Redadeg ha d'an 23 a viz Mae e Le Nautile e Fouen. Heuliadenn ar sizhun: La Loco e Kemperle Kronikoù Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier: Anton Burel Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
729
C'hwezh an deiz 12/05/2026
Loic Phillipon diwar-benn ul lodenn eus program gouelioù meur Kerne e Kemper etre an 23 hag ar 26 a viz Gouere. Youn Lange ha Janlug ar Mouel diwar-benn ar fest e Poullaouen hag e Groñvel evit enoriñ Erik Marchand. (Radio Bro Gwened) Heuliadenn ar sizhun : La Loco e Kemperle gant Lors Landat. Kronikoù : Un den er bed Brav ha Bev Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
728
C'hwezh an deiz 11/05/2026
433 "Faire les gras", an diskouezadeg nevez e mirdi Douarnenez gant Pierre Gestin, hanterour sevenadurel. Degouezh ar Redadeg e Naoned gant Melaine Looten ha Cyril Le Long Ar gouelig kinniget evit tremen ar Redadeg e Kemper gant David Ansquer eus Ti ar vro. Heuliadenn ar sizhun: La Loco e Kemperle Kronikoù 2 vn evit kompren War hentoù an Antroposen Keleier: Metig Jakez Vargas Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
727
C'hwezh an deiz 07/05/2026
Patricia Legrand - Peoc'h diwar-benn he levr J'aurais préféré écrire une histoire d'amour, ul levr intimel diwar-benn an insest. Gwenn Meynier diwar-benn an darvoud [Speedons] (https://speedons.fr/) . Heuliadenn ar sizhun : An ti-feurm Boudig Laezh. Kronikoù : Ali lenn Mouk Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
726
C'hwezh an deiz 06/05/2026
Enor da Youn Jardin Tañvaoù eus an abadenn ["Spi". ] (https://radiokerne.bzh/br/programs/10805/episodes/61055) Mazeaz hag Ameli a laka ar gaoz diwar-benn an dibenn-sizhun Familh ken-aozet gant KEAV ha 1000 familh. Un atersadenn gant Anton Burel Heuliadenn ar sizhun: La ferme Boudig laezh Kronikoù Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier : Anton Burel Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
725
C'hwezh an deiz 05/05/2026
Skipailh Lennomp a lâr hiroc'h deomp diwar-benn ar gevredigezh hag al levrioù a vo embannet a-drugarez d'ho rakprenadennoù. An Abhain a sono e Novomax e Kemper disadorn. Ouzh mikro Marianne Vaidie emañ. Heuliadenn ar sizhun: An ti-feurm Boudig Laezh Kronikoù Un den er bed Brav ha bev Keleier : Benjamin Bouard Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
724
C'hwezh an deiz 04/05/2026
Annaick Loizel diwar-benn ur weladenn e brezhoneg er mirdi Paul Sérusier e Kastell-Nevez. Benjamin Franckaert diwar-benn fest-noz Gouez e Goastallan e Kimerc'h aozet gant skol Diwan ar Faou. Heuliadenn ar sizhun : An ti-feurm Boudig Laezh. Kronikoù : 2 vunutenn evit kompren War hentoù an Antroposen. Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
723
C'hwezh an deiz 29/04/2026
["Distro en baie" ] (https://optimiste29.fr/distro-en-baie/) un darvoud war vor kengred gant Louis Spinec Program [ Nevez amzer bro Vigouden] (https://www.bagadcerclecombrit.com/evenements) gant Michel Gouilh, eze eus B3K (Bagad ha Kelc'h Keltiek Kombrid) ar gevredigezh a aoz an darvoud. Heuliadenn ar sizhun: ar gelaouenn "Istor Breizh" Kronikoù Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier: Erwan Blanchard Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
722
C'hwezh an deiz 28/04/2026
"A terre en mer" setu unan eus an div diskouezadeg a c'heller gwelet e mirdi Douarnenez. Un droiad eno gan tPierre gestin, hanterour er mirdi. Kreiz Breizh Akademi #11 gant Maiwenn Guillon ha Gweltas Rault. Un atersadenn gant Yann Bois Hardy eus Radio Kreiz Breizh Heuliadenn ar sizhun: ar gelaouenn Istor Breizh Kronikoù Un den er bed Brav ha bev Keleier: Aodren Tréhin Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
721
C'hwezh an deiz 27/04/2026
Maelle diwar-benn kentañ Pride Douarnenez dalc'het d'ar 6 a viz Even. Lors Skavenneg diwar-benn Kenavo er Bed All. Heuliadenn ar sizhun : Christian Goueroù diwar-benn pedervet niverenn Istor Breizh. Kronikoù : 2 vunutenn evit kompren War hentoù an antroposenn. Keleier : Anton Burel (Roazhon) keleier ebet da 7e30. Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
720
C'hwezh an deiz, 24 a viz Ebrel
-Baptiste Karaez hag e vod da zoareañ ha da arnodiñ e zispraksiezh hag e zisleksiezh (Laëtitia Fitamant) -Léa Digois a ginnig 'Ne rangez pas les jardins', he strollad bet labelizet gant an Ere Kozh er bloaz-mañ. (Marianne Vaidie) -Treuzkas repertoar an dud a vor a fell da dud ar c'holektif ''l'Armée du Chalut" ober. Brigitte Kloareg ( ouzh mikroLaëtitia) -Strujenn, ar gentelig diwar-benn ar plant, gant Gwennaig Viol: la sauge -Podskignad an deiz : The Chair (Morgane Cotten) -Keleier : Aodren Trehin
-
719
C'hwezh an deiz 23/04/2026
Maelle diwar-benn ar strollad Drag eus Douarnenez les Penn Perdu.e.s. Fiona Perret eus Cirque a Léon diwar-benn ur staj sirk aozet gant Ti ar Vro Kemper. Heuliadenn ar sizhun : Brigitte Kloareg hag ar strollegezh l'Armée du Chalut. Kronikoù : Ali lenn ar sizhun Debrer Buzhug Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
718
C'hwezh an deiz 22/04/2026
Lukian Kergoat Lukian Kergoat diwar-benn [ur brezegenn war ar c'hrennlavarioù] (https://billetterie.breizh-odyssee.bzh/ur-sell-war-ar-chrennlavarioo-brezhonek) a vo dalc'het d'ar 15 a viz Mae e Landevenneg. Sidi le Claire diwar-benn ar festival [Ploz Dub Noz] (https://www.helloasso.com/associations/braz-culture/evenements/ploz-dub-noz-1) e Plozevet d'an 2 ha d'an 3 a viz Mae. Div blas da c'hounid evit festival, pellgomzit d'ar radio. Heuliadenn ar sizhun : Brigitte Kloareg diwar-benn ar strollegezh L'armée du Chalut. Kronikoù : Huñvreal Barzhaz Keleier : Anton Burel (Roazhon) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
717
C'hwezh an Deiz, 21 a viz Ebrel 2026
-Joëlle Perrot, en anv Amnesty International Breizh, ouzh mikro Metig Jakez-Vargas, diwar-benn ar c'hastiz a varv bet divizet gant ar gouarnamant israelian evit ar Balestinianed. -Enora de Parscau a vru ar grouidigezh Daskemm, frouezehhn ur c'henlabour gant he strollad Blue Glaz, sonerien pedet evit an degouezh ha Bagad nk-Kerne. (Morgane Cotten) -Ewen Corre a zalc'h da dostaat ar skiant ouzhimp: hiziv, ar c'hromozom Y. -Den an deiz: an anarkour-laer Marius Jacob -'L'Armée du Chalut', kolektif da dreuzkas kanaouennoù an dud a vor, gant Brigitte Kloareg -Keleier: Benjamin Bouard
-
716
C'hwezh an deiz 20/04/2026
Lukaz Nedeleg eus ar gompagnuniezh Safar diwar-benn o arvest nevez, Marées. Evit sikour ar gompagnuniezh : [amañ] (https://www.proarti.fr/collect/project/spectacles-marees-dialogues-impossibles-0/0?fbclid=IwY2xjawRSuAdleHRuA2FlbQIxMABicmlkETBPS2NjVEc1S2Uxb3hjZ3psc3J0YwZhcHBfaWQQMjIyMDM5MTc4ODIwMDg5MgABHqRG4lejIWvh0HmqT_CkphHSd_erqq5YWPwPDNs0os1nAHp61Rd-NlloHkNe_aem_RejFyhSPKhN8JfkPCX6x2Q) Christian Goueroù diwar-benn pedervet niverenn eus ar gelaouenn Istor Breizh. Heuliadenn ar sizhun : Brigitte Kloareg diwar-benn ar strollegezh L'Armée du Chalut. Kronikoù : 2 vunutenn evit kompren War hentoù an Antroposenn Keleier : Anton Burel (Roazhon) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie. Skeudenn : Muelle Helias
-
715
C'hwezh an Deiz, 17 a viz Ebrel 2026
-Un dro en ti-feurm Boudig Laezh, gant Suzy le Hen (Morgane Cotten) -Loened Fall zo 30 vloaz ha lidet e vo kaer. Marthe Vassallo ouzh mikro Yann Boishardy -Tara hag Herry, daou ezel er strollad An Tec'h, a ginnig o sonerezh punk e brezhoneg (Tangi Poisson) -Plant an deiz : al linad (Gwennaig Viol) -Podkast an deiz : les Bestioles (Morgane Cotten) -Keleier : Anton Burel
-
714
C'hwezh an deiz 16/04/2026
Ifig Flatres diwar-benn ur staj aozet gant ar greizenn stummañ Roudour hag e vo klevet Yann ivez, stajiad. Lors Landat diwar-benn la loco à Kemperle. Heuliadenn ar sizhun : ar strollad sonerez An Tec'h, gant Tara hag Herri. (Radio Naoned) Kronikoù : Ali lenn Mouk Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
713
C'hwezh an deiz 15/04/2026
Camille Diquelou diwar-benn asezoù kentañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne. Nadège le Mabec diwar-benn ar festival La dernière pluie, ur festival kontadennoù e Boneur. Heuliadenn ar sizhun : Ar strollad sonerez An Tec'h. (Radio Naoned) Kronikoù : Barzhaz Hunvreal er salioù teñval Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
712
C'hwezh an deiz 14/04/2026
Brijitt Kloarega lâr hiroc'h deomp diwar-benn al levr "Sein en chansons" hag ar c'henstroll "L'armée du chalut" Hirioc'h da c'hozuout diwar-benn Lududu raktres Anna Duval Guennoc Heuliadenn ar sizhun: ar strollad An tec'h. Un atersadenn gant Tangi Poisson eus radio Naoned Kronikoù: Un den er bed Brav ha bev Keleier: Metig Jakez Vargas Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
711
C'hwezh an deiz, 13 a viz Ebrel 2026
-Keleier: Anton Burel -Konoz, strollad fest-noz nevez kaset gant Konogan an Habask (Morgane Cotten) -An Tec'h, ur strollad all, met punk: Tangi Poisson en deus resevet Tara hag Herri. -Christine Dorval, prezidantez Oaled Landelo, diwar-benn an oberiantizoù kinniget gant ar gevredigezh. -Div mn evit kompren: penaos e ra ar gwenan evit anavezout ar bleunioù ? (Morgane Brammoulle) -War Hentoù an Antroposen (Loeiz Bellec) : Gwelet an amzer dremenet. -Buheziñ: Laëtitia Fitamant
-
710
C'hwezh an deiz, 10 a viz Ebrel 2026
-Lydie Massard, ezel e Unvaniezh Demokratel Breizh, kuzulierez-kêr en tu enep e ti-kêr Pondi, bet deputeez european, he deus en em lakaet war ar renk evit bezañ choazet gant an tu-kleiz da vont d'an dilennadegoù-prezidant. Displegadennoù gant ur vouezh all en UDB, Tifenn Siret (Metig Jakez-Vargas). -Bagad Brieg en deus graet un dro vras betek New-York evit lidañ Sant Padrig. Kontet eo deomp gant Clémence Ligen. (Marianne Vaidie) -An dibaboù bet graet e-pad Kan ar Bobl e Bro Gerne a gaso bugale skol Diwan Kemper, Gwen hag Arzhel Chapalain, ha Tunvezh Vloaguen-Grandjean d'ar gourfenn a vo e Pondi en dibenn-sizhun. (Morgane Cotten) -Plant ar sizhun: ar milzoul. (Gwennaig Viol) -Treuzkast: un dibab podskignadennoù diwar-benn al liammoù etre breudeur hag etre c'hoarezed. (Morgane Cotten) -Keleier: Anton Burel.
-
709
C'hwezh an deiz, 9 a viz Ebrel 2026
-Filmoù-chakod a c'heller seveniñ c'hoazh, betek ar 26 a viz Ebrel, eme deomp Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh. -Rozenn Talec (ouzh mikro Liza Jakez-Vargas) diwar-benn hec'h abadenn nevez, 'Kresk'. -Clemence Ligen, talabardez, zo bet e New-York gant he c'hamalad.ez.ed deus Bagad Brieg (Marianne Vaidie) -Leo Gefard Michel en deus graet deomp selaou aketus al laboused. -Klervi Mendon he deus roet ul ali lenn deomp. Keleier: Metig Jakez-Vargas
-
708
C'hwezh an deiz 08/04/2026
Kentaidi bak micherel BBTK lise Diwan Karaez o deus kinniget prantadoù buheziñ e ti-degemer a r re gozh ty Marhic e Douarnenez. Deuet eo maez EP SiyAmelik, raktres Amelik. Un atersadenn gant Liza Jakez Vargas evit radio Naoned Heuliadenn ar sizhun: Beaj bagad Brieg e New York Kronikoù: Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier: Benjamin Bouard Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
707
C'hwezh an deiz 07/04/2026
Gwenael Emelyanoff da geñver ar bodad lenn kinniget bep eil merc'her ar miz e Ti ar vro Kemper Hiztegi 8.000 euskara-bretoiera. Geriadur 8.000 euskareg-brezhoneg. Setu ar geriadur kinniget gant Padrig an Habask Heuliadenn ar sizhun: Bagad Brieg e New York Kronikoù: Un den er bed Brav ha bev Keleier: Erwan Blanchard Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
706
C'hwezh an Dezi, 3 a viz Ebrel 2026
-Clelia Steczuk , gant programm sevenadurel Ti ar Vro Kemper evit miz Ebrel ha vakañsoù Pask. -Maxime Lancien diwar-benn ur gelaouenn divyezhek nevez klinkaet a skeudennoù kaer: Naia. (Yann Boishardy) -Matthieu le Pape en deus savet e mebregerezh 'Jeux Breizh' tri bloaz zo. -An halegez, plant ar sizhun, ,gant Gwennaig Viol. -Ar podskignad kinniget gant Morgane Cotten: en tu all d'al labour kaset gant ar justis, ar merc'hed muntret, gant ar c'hazetenner Cerno. -Keleier: Anton Burel
-
705
C'hwezh an deiz 02/04/2026
Mona Caroff diwar-benn an arvest Danses de Chambres gant ar gompagnuniezh [Vertiges et Horizons] (https://vertigeethorizon.org/) . Ar Redadeg e bro Douarnenez gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero. Heuliadenn ar sizhun : Matthieu le Pape diwar-benn e embregerezh Jeu(x) Breizh. Kronikoù : Ali lenn Mouk Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
704
C'hwezh an deiz 01/04/2026
Clémence Ligen a gont hiroc'h diwar-benn beaj bagad Brieg e New York Kinniget vo an abadenn "Bastard" disadorn e Plozevet. Muioc'h da c'houzout gant Kristof ar Menn. Heuliadenn ar sizhun: Jeu(x) Breizh Kronikoù: Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier: Erwan Blanchard Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten Poltred: Marielle Yven
-
703
C'hwezh an deiz 31 a viz Meurzh 2026
-Angela Broustal ha programm Amzer Nevez Kastell-Nevez-ar-Faou ouzh mikro Morgane Cotten. -atav gant Morgane, Matthieu le Pape, embreger bet savet gantañ tri bloaz zo Jeux Breizh. -Penaos e vo ar gartenn-skol e Penn-ar-Bed a-benn an distro-skol? Métig Jakez-Vargas zo aet da gaout kelennerezed ha kelennerien lakaet diaes gant ar merañ-se: Sklaerenn Noisel (Snuip-FSU), Alan Cousman, Magali Gallais, Olier Robin. -Ewen Corre a zisplego deomp penaos e ra ar marmoused implij deus an ereadurezh. -Piv 'oa Wuhsha al dallala, ar vankourez-kouraterez yuzev a vro Ejipt? Penaos' ta e ouier hec'h anv c'hoazh ? -Keleier: Aodren Trehin. -Animañ : Laëtitia Fitamant.
-
702
C'hwezh an deiz 30/03/2026
Eugenia Corne, Gwendoline le Bars ha Jean Guiavarc'h aterset e Prizioù Dazont ar brezhoneg 2025. Paol ar Meur diwa-benn e levr Gaia 2.0 hag al lec'hienn Lennomp. Heuliadenn ar sizhun : Matthieu le Pape diwar-benn e embregerezh Jeu(x) Breizh. Kronikoù : 2 vunutenn evit kromprenn War hentoù an antroposen Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
701
C'hwezh an deiz 27 a viz Meurzh 2026
-Arno Vannier, ouzh mikro Marianne Vaidie, a ginnig deomp ar ''Sporting Plijadur'', klub paledoù a zDouarnenez. Gante 'vo aozet ur c'hrogad, d'ar 4 a viz Ebrel er Yeuc'h. -Melissa Stockbauer, en anv tud ''La Ferme de Tobie'', a ra brud evit ar Festi + hag al lec'h-se, bet soñjet evit degemer tud ha bugale nammet hag o familh. (Morgane Cotten) -Morgane Lincy-Fercot, sevenourez filmoù, a zeu gant he film ''Championnes !'' diwar-benn ar c'hoarierezed mell-droad o doa savet o skipailh merc'hed en uzin Chaffoteaux er bloavezhioù 70 (MArianne) -Floriane Gonidec a zegas deomp ar podkastoù 'Devenir d'Ici' -Gwennig Viol a zesk deomp peseurt plant eo ar C'Hwibanez -Keleier : Erwan Blanchard.
-
700
C'hwezh an deiz 26/03/2026
Yann Rivallain, prezidant Dizale, da geñver a rfilm Kneecap is-titlet en brezhoneg ha skignet en Novomax d'an 9 a viz Ebrel. Ar sistema gantKaou Langët Heuliadenn ar sizhun: kentañ teul-film Morgane Lincy Fercot "Championnes" Kronikoù Ali lenn Debrer buzhug Keleier: Metig Jakez Vargas Un abadenn kinnget gant Morgane Cotten
-
699
C'hwezh an deiz 25/03/2026
Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper ha Clémence Ligen, talabardez e Bagad Briec diwar-benn [an arvest Ar Roue] (https://www.helloasso.com/associations/kuzul-skoazell-skolaj-diwan-kemper/evenements/abadenn-ar-roue) . Eflamm ha Melaine eus ar strollad Tanork a ginnig o fladenn Diskar. Heuliadenn ar sizhun : an teulfilm Championnes gant ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot. Kronikoù : Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
698
C'hwezh an deiz 24/03/2026
Matthieu le Pape diwar-benn e embregerezh Jeu(x) Breizh. Eflamm ha Melaine eus ar strollad Tanork diwar-benn o fladenn Diskar. (Naoned) Heuliadenn ar sizhun : an teulfilm Championnes gant ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot. Kronikoù : Brav ha Bev Un den er bed Keleier : Benjamin Bouard (Radio Kreiz Breizh). Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
697
C'hwezh an deiz 23/03/2026
Awena Le Baron Courtet,en karg eus an dudi e brezhoneg en UBAPAR, da geñver [ar c'hampoù ] (https://www.vakansou-otieus.bzh/) kinniget an hañv-mañ. Maina an Talleg da geñver nevezentioù ar Redadeg. Un atersadenn gant Emrys eus RBG Heuliadenn ar sizhun: "Championnes" un teul-film gant Morgane Lincy Fercot Kronikoù 2 'vn evit kompren War hentoù an Antroposen Keleier:Anton Burel Un abadenn kinniget gant Anton Burel
-
696
C'hwezh an deiz 20 03 2026
-'Championnes' , ur film gant Morgane Lincy-Fercot, a vo ouzh ar skrammoù araok pell: istor micherourezed deus Chaffoteaux o doa savet ur skipailh mell-droad er bloavezhioù 1970. (Marianne Vaidie) -Yohann Falchier a zegemer ac'hanomp en e di evit kontañ ha selaou kontadennoù. Bep eil Yaou, er-maez ar vakañsoù, ha d'an 3 a viz Ebrel evit ur veilhadeg. (Laëtitia Fitamant -Claire le Moing a zo vont da dommañ ac'hanomp evit Gouel Broadel ar Brezhoneg, a vo e dibenn miz Even. (Emrys Van Seventer) -Ar vaered: un dibab podkastoù,gant Morgane Cotten -Gwennaig Viol a zoarea ar spern-gwenn deomp -Keleier: Aodren Trehin
-
695
C'hwezh an deiz 19/03/2026
Ar strollegezh N164 gant Goulven ar Gov Breizh 'n bass an distro gant DJ Miss Blue Heuliadenn ar sizhun "Championnes" un teulfilm gant Morgane Lincy Fercot Kronikoù: Ali lenn Mouk Keleier: Metig Jakez Vargas Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
694
C'hwezh an deiz 18/03/2026
Christian Gouerou diwar-benn niverenn nevez Istor Breizh. Annie Ebrel diwar-benn he sonadeg evit an darvoud So Breizh e c'hoariva Kerne. Heuliadenn ar sizhun : Championnes, kentañ teulfilm Morgane Lincy-Fercot. Kronikoù : Hunvreal er salioù teñval. Barzhaz Keleier : Anton Burel (Roazhon) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
693
C'hwezh an deiz 17/03/2026
Stajidi ha stajiadezed an teir greizenn stummañ Roudour, Mervent ha Kelenn a oa en em bodet e Ti ar Vro Kemper evit ur prantad eskemm ha c'hoari goude o 6 miz stummadur. kaourintin Sanson, rener ha kelenner kloerdi Sant Erwan e Roazhon diwar-benn ar C'horaiz. Heuliadenn ar sizhun : Championnes kentañ teulfilm Morgane Lincy-Fercot. Kronikoù : Un den er bed Brav ha Bev Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
692
C'hwezh an deiz 16 03 2026
-'Championnes', ur film gant Morgane Lincy-Fercot, a gonto deomp istor ur strollad foot espar bet savet gant merc'hed en uzin Chaffoteaux e Aodoù an Arvor ( da vare ''les Côtes-du-Nord ! ), 50 vloaz zo. (Marianne Vaidie) -Nathalie Roy-Boutin a ginnig atalieroù-skrivañ e Norzh al Liger-Atlantel. (Liza Jakez-Vargas) -Ludu Du , un daouad muzik divoutin, doareet deomp gant Anna Duval-Guennoc. (Morgane Cotten) -Div vunutenn evit kompren ar yenien (Morgane Brammoullé) -Ha munutennoù all c'hoazh gant Loeiz Belleg, diwar-benn al liv glas (War hentoù an antropocen) -Keleier: Aodren Trehin
-
691
C'hwezh an deiz, 13 a viz Meurzh 2026
1/ 'Benn disul e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. E Kemper e klasko ar vaerez, Isabelle Assih, mirout he c'hador. Dimerc'her da noz he doa dalc'het ur meeting e sal Dan ar Braz e Kemper, gant an holl dud a zo war he listenn. En o zouez emañ Uisant Crequer, eus Nouvelle Donne, bet dilennad war ar reneveziñ demokratel hag ar c'hoskor er mandat tremenet, Kentin Le Priol, eus strollad an ekologourien, Yann Fouchet, eus ar strollad komunour ha Nadine Urvois, eus ar PS, bet kuzulierez kêr evit sevenadur Breizh er resped diwezhañ ivez. (ur bilañs, ha kinnigoù evit an dazont / ur sujed gant Metig Jakez-Vargas) 2/Disadorn e oa bet dalc’het un devezh-studi deus ar c’hentañ e Langidig, aozet e oa an devezh gant KEAV Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien. Daou skolveuriad a oa deuet da gemer ar gaoz : Myriam Guillevic diwar-benn an treiñ, ar binviji hag an teknikoù treiñ. Ronan ar C’hoadig a oa deuet ivez da gemer ar gaoz diwar-benn an tem Yezh hag Identelezh. Studiet en deus ar santimant aparchantiñ e Breizh, al liamm gant ar yezhoù hag ar santimant ha neus keñveriet gant pobloù all e Europa ar c’hornog : Broioù Katalan, Bro Gembreha Bro-Skos. Implijet neus goulennoù Moreno en e studiadenn goulennoù war ar santimant aparchañtiñ a vez implijet er bed a-bezh, nemet e Bro C’hall. (Anton Burel) 3/ Tamm diwezhañ hor frapad-komz diwar-benn Kouign an Ened gant Fulup Gwegen. E vreur eo ar bouloñjer. O daou o deus bet gwelet o mamm hag o mamm-gozh fardañ kouignoù er stal-familh troet da SCOP e Mahalon 4/ Plant an deiz, gant Gwennaig Viol: ar skav 5/Treuzkast, an dibab podkastoù gant Morgane Cotten: an dilhad 6/Keleier: Erwan Blanchard
-
690
C'hwezh an Deiz 12/03/2026
Drian Bernier diwar-benn e gizelladennoù diskouezhet e Kelenn e Kemper Lukian Kergoad, diwar-benn ar panelloù touristel e brezhoneg digomprenus e Lokorn Heuliadenn ar sizhun : Kouign an Ened Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Levrioù gant loened gant un draig ouzhpenn 1/2 Debrer buzhug : Anavezout kan ar boc'hig ruz Keleier : Metig Jakez-Vargas Abadenn ziwezhañ kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Marianne Vaidie
-
689
C'hwezh an deiz 11/03/2026
Yann Guillamot evit Brezhoneg war wel. Kinniget eo bet gante respontoù teir listennad war ar renk evit an dilennadegoù-kêr e Kemper d'o c'houlennaoueg Agathe Seïté da geñver an dilennadegoù-kêr e Molenez. Un atersadenn gant Metig Jakez Vargas Heuliadenn ar sizhun: Kouign an ened Kronikoù: Hunvreal er salioù teñval Barzhaz Keleier: Aodren Tréhin Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
688
C'hwezh an deiz 10/03/2026
Maxime Touzé diwar-benn Douarnenez Kengred, unan eus al listennoù war ar renk evit an dilennadegoù ti-kêr e Douarnenez. Loic Philippon diwar-benn un emglev sinet etre Ti ar Vro Quimper, Ti Kêr Kemper hag evit ar wech kentañ KBI, Kemper Breizh Izel, tolpad kêrioù Kemper. Heulidenn ar sizhun : Kouign an Ened Kronikoù : Brav ha Bev Un den er bed Keleier : Benjamin Bouard (Radio Kreiz Breizh) : kudennoù da 7e30, gwelloc'h selaou ar c'heleier da 8e30. Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
-
687
C'hwezh an Deiz 09/03/2026
Ar c'hinnigoù evit ar brezhoneg graet gant al liestennadoù war ar renk en dilennadegoù kêr e Douarnenez. Programm an abadennoù e miz Meurzh gant Ti ar Vro Kemper Heuliadenn ar sizhun : Kouign an Ened Kronikoù 2vn evit kompren : perak hon eus roufennoù War hentoù an antroposen : Tsutomu Yamagushi Keleier : Anton Burel Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
-
686
C'hwezh an deiz 06/03/2026
Lors Skavenneg, leurenner ha rener arzel, da geñver an abadenn "Kenavo d'ar bed all" Pauline le Péculier da geñver he zeulfilm"Estelle la relève". Un atersadenn gant Radio Kreiz Breizh Heuliadenn ar sizhun: ar strollad Chien d'enfant Kronikoù: Strujenn Treuzkast Keleier: Erwan Blanchard Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-
685
C'hwezh an Deiz 05/03/2026
Morgane Lincy Fercot diwar-benn he zeulfilm Championnes Emilie Vigouroux diwar-benn ar staj boks hag emzifenn evit ar plac'hed a vo disadorn Heuliadenn ar sizhun : ar strollad Chien d'enfant Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Yokai gant Fleur Daugey Mouk : bugelouriezh Keleier : Anton Burel Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
-
684
C'hwezh an deiz 04/03/2026
Annie Ebrel diwar-benn ur brezegenn gant he nizez, Marie Berardy, diwar-benn an treuzkas, ar familh hag ar c'hrouiñ. Lakaet e vo ar gaoz ivez war an nozvezh So Breizh e c'hoariva Kerne. Dominique Merien ha Reun Merdy diwar-benn ur veilhadeg e brezhoneg e Gouezeg d'ar sul 8 a viz Meurzh aozet gant ar c'hevredigezhioù Sevenadur evit an holl ha Brezhoneg e Bro Rouzig. Heuliadenn ar sizhun : ar strollad muzik Chien Denfant. Chroniques : Barzhaz Hunvreal er salioù teñval Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-
683
C'hwezh an Deiz 03/03/2026
Dilennadegoù kêr : Maryse Colin evit listenn Guillaume Menguy, listenn an tu dehoù hag ar c'hreiz e Kemper Riboul e Kastellin kinniget gant Émilie Le Bihan Heuliadenn ar sizhun : ar strollad Chien d'enfant Kronikoù Un den er bed : Marius Jacob Brav ha bev : ar viruzoù 2 Keleier : Metig Jakez-Vargas Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
-
682
C'hwezh an deiz, 02/03/2026
-War hentoù an antroposen : E-menn emañ kuzhet an estrendouariz (Loeiz Belleg) -Emaomp gant Swen eus « Pol Bugaleaj » ar Planning Familh penn ar bed, a labour war tem ar feulsterioù a vez gouzañvet gant ar vugale. -Un dezenn ‘neus savet Glidas Grimault diwar-benn ar stajidi o teskiñ brezhoneg er stummadurioù hir. -Div vunutenn evit kompren penaos e ra ar pesked evit analin. -Glen ha Nicolou a zo deuet betek studio Radio Kerne evit lavar hiroc'h deomp war ar strollad Chien D'enfant. Embannet o deus o fladenn gentañ. -Keleier : Erwan Blanchard. Gant Tangi Poisson, Morgane Brammoullé, Metig Jakez-Vargas, Marianne Vaidie. Animañ: Laëtitia Fitamant.
-
681
C'hwezh an deiz 27/02/2026
-Ar sambo, kinniget gant ar familh Delorme. -'Mizvezh ar brezhoneg' e Kemper hag en he c'humuniezh kumunioù. Gant Maïna ar Gars, kargadez a ziorren. -Lors Landat, a youl-vat evit 'La Loco', ur sal-goñsertoù brav-eston e Kemperle. -Gwennaig Viol evit ar gentelig louzawouriezh -Morgane Cotten hag he dibab podkastoù. -Keleier : Aodren Trehin
We're indexing this podcast's transcripts for the first time — this can take a minute or two. We'll show results as soon as they're ready.
No matches for "" in this podcast's transcripts.
No topics indexed yet for this podcast.
Loading reviews...
Loading similar podcasts...