Episodes
-
Un après-midi en immersion au Centre Breton d'Art Populaire à Brest (rediff)
Kentelioù violoñs, piano, akordeoñs ha kentelioù a-stroll a vez kinniget gant Kreizenn an arzoù pobl. O pourmen omp bet en hentenn Brest, staliet e karter Sant-Varzhin, ha kaozeet hon eus gant 3 studierez, Erell hag a zo krog gant ar violoñs, Anna gant ar piano hag Arganthael gant ar violoñs, hag...
-
Line Marnée, chanteuse de Tremenac'h à (ré)écouter grâce à Dastum (rediff)
Aet e oa d'an Anaon Line Marnée e 2005 met kenderc'hel a ra da levezoniñ ar ganerien hag ar c'hanerezed a-vremañ gant he c'hanaouennoù desket gant he mamm-gozh peotramant war follennoù-nij. Gwerzhioù, rimadelloù, dañsoù round a veze kanet ganti. E Miz Kerzu 2023 e oa deuet er-maez pladenn nevez...
-
Heklev Podkast veut impulser la création de fiction audio (rediff)
E Sant Kadou, e Penn-ar-bed, edo ar skipailh Heklev Podkast e studio streat ar skol evit enrollañ un istor faltaziek nevez da selaou. Lakaet eo war o lec'hienn heklevpodkast.bzh. Warnañ e vez kavet istorioù evit ar re vihan hag ar re vras, krouet abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Youl zo ganto…
more -
Rencontre avec Bernez Tangi, le chien fou de la poésie (rediff)
D'an 8 a viz Meurzh 2025 e vo kinniget ul lennadenn gant Bernez Tangi, barzh, livour ha kaner, hag Aziliz Bourgès e L'Autre Rive e Berrien da 6 eur noz. Lenn a raio barzhonegoù e yaouankiz e brezhoneg hag ar gomedianez a lenno an troidigezhioù e brezhoneg. Asambles gant Alan Madeg ouzh boest an...
-
Erwan Le Pipec étudie le breton appris à l'école (rediff)
En ur c'hlas en ur skol divyezhek er Mor-Bihan eo bet Erwan Pipeg, kelenner klasker e skol-veur Brest (UBO), evit studial skeudenn live brezhoneg ar vugale. Abaoe ouzhpenn 20 vloaz ez a d'ar skolioù en hentennoù divyezhek ha mestr eo bet en ur skol ivez. En e levr nevez embannet e Miz Kerzu 2024,...
-
"Mouez Breiz", le livre qui rend hommage à la maison de disque quimpéroise
Er bloavezhioù 1950 e oa brudet-tre Mouez Breiz, ul label viniloù hag a oa e kroc'hu Kemper. Lañset ez eus bet ur bern arzourien a-drugarez da vMouez Breiz : Alan Stivell, Loeiz Ropars, Polig ha Saïg Montjarret... Gant Dastum Bro Dreger e oa bet embannet al levr Mouez Breiz, l'invention du disque...
-
Mieux comprendre le français teinté de breton et de gallo avec Jean Lecoulant
"A-dreuz", "fest noz", "envoyer les enfants à l'école"... Alies e vez klevet 'se pa vez kaozeet gant ar Vretoned. Eus pelec'h e teu ar "bretonnisme"-se ? Petra zo kaoz ? "En français ça se dit comme ça !", setu anv ul levr skrivet gant Jean Lecoulant, sot gant ar yezhoniezh, ha Ronan Calvez,...
-
Le duo Emezi va enflammer l'été avec son nouvel album "30°" (rediff)
E 2019 e oa bet lañset an daouad Emezi en Taol-Lañs er Gouel broadel ar brezhoneg e Langoned. Dibaoe ez eus bet un EP, "Tentadur", hag an eil pladenn a vo kavet er stalioù d'ar 27 a viz Even. "30°" eo an anv. Kanaouennoù da zañsal evit lakaat ar c'horf da dommañ a vez kavet er bladenn-mañ.…
more -
Rencontre avec l'écrivain Paol ar Meur à l'imagination débordante
E Miz Du 2024 e oa bet embannet levr diwezhañ ar skrivagner Paol ar Meur, "Tan ha distan", gant Mouladurioù hor yezh. Kavet e vez un enezenn e-lec'h e vez kaozeet c'hoazh brezhoneg etre an dud abalamour e oa bet aloubet gant tud Breizh pell zo. Aet eo trede Priz Dazont ar brezhoneg evit al...
-
Pour une meilleure diffusion des artistes en langue régionale
40 % a vuzik galleg pe en ur yezh broadel eo dav skignañ d'an nebeutañ war gwagennoù ar radioioù e Bro-C'hall, setu ar pezh a zo skrivet el lezenn met ne vez ket graet. Arzourien hag arzourezed a oar mat eus petra zo kaoz. Ar ganerez Gwennyn a gan e brezhoneg peurliesañ, he yezh-vamm an hini eo....
-
La deuxième édition du Queer Brest fest va faire briller les fiertés à Brest
Adalek ar 17 a viz Mae 2025 e vo lidet e Breizh mizvezh al loc'h. 30 darvoud a vo kinniget : sonadegoù, atalieroù, kafe, sinema, c'hoariva... Asambles gant Aziliz Peaudecerf, er skipailh aozañ, emaomp en abadenn Lenn son ha c'hoari evit kaozeal eus 'se. Brest va se mettre aux couleurs des fiertés…
more -
Rencontre avec le joueur d'échecs, ancien champion de Bretagne, Brendan-Budok
D'an 23 a viz Ebrel 2025 e oa aet ar c'hoarier echedoù, gourdroner ha bet kampion Breizh Brendan-Budok da Vrest evit kinnig c'hoari echedoù d'an dud e brezhoneg. Er mediaoueg ar Wazeg Wenn e oa ha bet omp o welet anezhañ evit gouzout hiroc'h diwar e benn. Le joueur d'échecs, entraineur et ancien...
-
Jakez-Erwan Mouton sort son premier recueil de poésie, Ar vuhez e Kerc'horr
Ar miz-mañ eo bet embannet kentañ dastumad barzhonegoù ar skrivagner Jakez-Erwan Mouton staliet er Releg-Kerhuon hag a-orin eus Sant-Maloù. Ar vuhez e Kerc'horr eo an anv, gant al Lanv e vez embannet. En e dastumad ez eus kaoz eus ar garantez, ar marv, ar c'hleñved hag an amzer o tremen.…
more -
Lecture d'histoires et chants par la classe GS CP bilingue Notre-Dame de Plérin
Dizoloet o deus studio RCF Aodoù-an-Arvor 12 bugel klas divyezhek reoù vras-CP skol Itron-Varia Plerin. Gant ar skolaerez Katell Andre o deus prientet an abadenn-mañ. Graet o deus sketchoù, kanet o deus ha lennet o deus istorioù bihan. Les 12 enfants scolarisés en classe bilingue grande section…
more -
Anna Mouradova, écrivaine, traductrice d'origine russe, était en exil en 2023
Skrivet ha troeet e vez levrioù gant Anna Mouradova. E 2023 e oa ar skivagnerez, an droeerez hag ar yezhoniourez rusianeg e Breizh evit kaout repu. En abadenn-mañ e vez lakaet ar gaoz war an dra-se hag ar pezh zo o c'hoarvezet e fin miz Gouere 2023. Kaset e vije bet da Vro Rusia memes ma 'z emañ…
more -
Panoramas #27 : une programmation encore plus féminine et plus engagée
Etre an 3 hag ar 6 a viz Ebrel 2025 emañ 27ved Panoramas e kreiz-kêr Montroulez, er SEW. Doujet e vez muioc'h ouzh an endro, muioc'h a raktresoù musik gant merc'hed a vo klevet ha dizoloet er bloaz-mañ ha doujet e vo muioc'h ar feulsteurioù seksist ivez. Setu temoù an atersadenn gant kenprezidant...
-
Pour que la littérature en langue minoritaire soit étudiée à l'école (rediff)
E 2022 ez eus bet lañset ul lizher-klemm war Internet evit ma vefe studiet muioc'h a lennegezh skrivet e yezhoù bihanniver eus Bro-Frañs gant ar skolidi rak alies e vez troet e galleg an testennoù. Gant ar strollad Collectif pour les littératures en langues régionales à l'école 'oa bet lañset an...
-
Avec l'association Jardin biskoul, jardiner va devenir trop cool
D'ar 15 a viz Meurzh e vo kinniget un atalier e galleg gant Florie Thielin eus ar gevredigezh Jardin Biskoul. Kinniget e vo peseurt mod aozañ ha raktresañ en e jardin. Meur a atalier a vez kinniget er mare-mañ ganto rak o paouez lansañ ur c'houlzad arc'hantaouiñ emañ ar gevredigezh war Kengo. Da...
-
André Lavanant propose des pistes d'amélioration de l'audiovisuel
Krouiñ ul lec'hienn e-lec'h ma vije bet lakaet an holl abadennoù radio, tele... Setu unan eus ar c'hinnigoù skrivet el levr embannet gant ar gevredigezh Neveziñ, Enklask war ar c'hleweled e brezhoneg. Graet en deus André Lavanant ur studiadenn diwar-benn bed ar c'hleweled e brezhoneg. Kas…
more -
Mont a raio kuit : la pièce de théâtre d'Ar Vro Bagan sur la schizophrénie
E Karaez e vo c'hoariet Mont a raio kuit, pezh-c'hoari Ar Vro Bagan, d'ar merc'her 26 a viz C'hwevrer da 4 eur goude lein e sal Glenmor ha d'ar sadorn 8 a viz Meurzh da 20e30 noz e Perroz. O kaozeal emaomp gant Goulc'han Kervella skrivagner ar pezh c'hoari eus tem ar pezh-c'hoari-mañ : penaos e...
-
Les enjeux de la littérature jeunesse en langue bretonne (rediff)
Skrivañ a ra Jakez-Erwan Mouton evit ar re yaouank abaoe pell. E ti-embann Keit Vimp Bev e vez embannet e levrioù evit Priz ar vugale ha Priz ar yaouankiz dreist-holl. Gantañ emaomp hiziv evit kaozeal eus al lennegezh vrezhoneg evit ar re yaouank. E 2023 e oa bet skignet an abadenn-mañ evit ar…
more -
Kantren, un projet théâtral d'envergure se lance en mars
Gant 6 strollad c'hoariva, La Obra, Ar Vro Bagan, Safar, Goémon-Goéland, Ar Vroderez Noz ha Teatr Piba, e vo lañset ur raktres c'hoariva bras gant amatourien hag amatourezed hag a oar brezhoneg ! Krouiñ ha ober un droiad war heñchoù Breizh e 2026 eo ar pal. D'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh e vo…
more -
Le groupe Madelyn Ann revient avec un album pop trilingue, "Lies"
D'ar 7 a viz C'hwevrer e teuio er-maez eil pladenn ar strollad Madelyn Ann, "Lies". Gant kanaouennoù pop e vez lakaet ar gaoz e teir yezh war an istorioù karantez, gwirioù ar merc'hed hag an ekologiezh. Gant ar ganerez Madeline Anne emaomp hiziv evit kaozeal eus 'se asambles. Le deuxième album du...
-
Maaar, le trio qui va vous faire chavirer
D'ar 24 a viz Genver ha d'ar 25 a viz Genver 2025 e vo sonadegoù kentañ ar strollad Maaar. Gant repertorioù disheñvel, Breizh, Bro-Okitan, Bro-Galisia peotramant Bro-Venezuela, e vez mesket mouezhioù teir kanerez Elsa Corre, Rebecca Roger Cruz ha Charlotte Espieussas. Ober a reomp anaoudegezh…
more -
Plouz&Foen, le duo rap à l'énergie communicative
A-gleiz hag a-zehoù emañ an daouad rap Plouz&Foen abaoe eo aet ar maout ganto en Taol-Lañs 2023. Ar re-se eo Kadvael Jolived ha Gweltaz Foulon. Kavalou ha Toutz a vez graet anezho. E fin Miz Du 2024 e oa deuet er-maez tri don nevez hag o kaozeal emaomp hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari gant...
-
"Mouez Breiz", le livre qui rend hommage à la maison de disques quimpéroise
Er bloavezhioù 1950 e oa brudet-tre Mouez Breiz, ul label viniloù hag a oa e kroc'hu Kemper. Lañset ez eus bet ur bern arzourien a-drugarez da vMouez Breiz : Alan Stivell, Loeiz Ropars, Polig ha Saïg Montjarret... Gant Dastum Bro Dreger e oa bet embannet al levr Mouez Breiz, l'invention du disque...
-
En 2023, la compagnie de théâtre amateur Strollad Kallag célèbrait ses 30 ans
E 1993, 31 vloaz zo, e oa bet krouet ar strollad c'hoariva amatourien, ar strollad Kallag, e Kallag en Aodoù-en-Arvor. Marie-Hélène Morvan a ra parti eus ar strollad-mañ abaoe ar penn-kentañ ha kontañ a ra deomp istor ar strollad . La compagnie de théâtre amateur, Strollad Kallag, a été fondée en...
-
L'énergie blues du groupe Kaolila à découvrir dans un premier album
D'ar 6 a viz Kerzu 2024 e oa deuet er-maez pladenn gentañ ar strollad Kaolila krouet ouzhpenn 5 bloaz zo. War "Pilhoù" e vez dizoloet merc'hed eus ar bed a-bezh o deus merket an Istor gant tonioù blues ha cajun ar strollad, lañset gant startijenn atav ! Skrivet e vez ar pozioù gant Gege Gwenn...
-
Bernard Lasbleiz a défriché des écrits trégorrois du XIXe siècle jamais édités
Gant Dastum Bro-Dreger eo bet embannet levr nevez Bernard Lasbleiz, soner akordeoñs mil-vrudet, "Da5tumad". A-viskoazh en deus labouret war hengoun Bro-Dreger hag en e levr diwezhañ en deus studiet war skridoù ne oant ket bet embannet na studiet a-raok, re Yves Lamer, Jean Mahe, Yves Le Masson,...
-
Le duo folk Egin sort son premier album éponyme
Pladenn gentañ an daouad Egin a 'z euio er-maez a-benn nebeud. Kaou Davay zo o kanañ ha Maël Guégo o seniñ gitar hag o kanañ ivez. Abaoe al lise Diwan e Karaez eo kamaraded an eil gant egile hag an daouad-se o doa lañset d'ar c'houlz-se. Awenet int gant strolladoù Storlok peotramant Ev ha muzik...
-
Le duo folk Egin sort son premier album éponyme
Pladenn gentañ an daouad Egin a 'z euio er-maez a-benn nebeud. Kaou Davay zo o kanañ ha Maël Guégo o seniñ gitar hag o kanañ ivez. Abaoe al lise Diwan e Karaez eo kamaraded an eil gant egile hag an daouad-se o doa lañset d'ar c'houlz-se. Awenet int gant strolladoù Storlok peotramant Ev ha muzik...
-
Clarisse Lavanant sort son premier album avec des chansons écrites en breton
E fin ar miz e teuio er-maez pladenn nevez-flamm Clarisse Lavanant, "Kan he yezh". Gant 18 kanaouenn e kont he hent gant ar brezhoneg he doa desket dre gentelioù-noz da zigentañ ouzhpenn 10 vloaz zo. D'ar 24 a viz Du 2024 e vo ur sonadeg e iliz-veur Kemper ganti, Philippe Guével, kempenner ar...
-
Le conteur Lukaz Nedeleg s'immerge de la légende de la ville d'Ys
D'an 8 a viz Du 2024 e vo kinniget evit ar wech kentañ abadenn ar strollad Safar, "Le doute ar mar hag ar mor", e Plozeved e sal Avel-Dro. Splujet e vez an dud er vojenn mil-vrudet Ker Ys, beuzet dindan ar mor. Ober a ra ar c'honter Lukaz Nedeleg un enklask war al leurenn evit kompren eus petra…
more -
Devenez la star d'un soir avec le groupe Karaoke Social Club
Berzh a ra sonadegoù Karaoke Social Club, leun-chouk eo gant ur mor a dud o kanañ. Met ur sonadeg un tamm ispisial an hini... Petra zo kaoz ? Lakaet e vez an dud o kanañ war al leurenn evel kanerien ha kanerezed mil-vrudet a-vicher. Tro-keiñ emañ muzisianed ha muzisianezed ar strollad. Un doare…
more -
Fondé il y a 40 ans, le centre spirituel Minihi Levenez célèbre sa renaissance
E 1984 e oa bet savet ar greizenn speredel Minihi Levenez e Trelevenez, e-kichen Landerne, e Penn-ar-bed, diwar kinngi eskopti Kemper ha Bro-Leon. Ul lec'h evit ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezd an hini eo evit bevañ o feizh e brezhoneg penn-da-benn. D'an 19 a viz Here 2024 e vo kinniget un...
-
Le chant des merles s'écoute au féminin avec Mouilc'hi
Kanañ gwerzioù lies kan, setu pal an triad Mouilc’hi savet e 2018. Nolwenn Falezan, Tara Huellou-Meyler ha Loeiza Lever-Crue a ‘z a d’ober ar strollad-mañ awenet gant sonerezh liesvouezh estren. D’an 12 a viz Here 2024 o doa kanet e gouel “Ramène ta pomme” e Daoulaz, e Penn-ar-bed. Chanter des...
-
Emission en l'honneur de l'écrivain Fañch Peru
Enoret e vez ar skrivagner a Vro-Dreger Fañch Peru en abadenn-mañ. Aet eo d'an Anaon d'an 13 a viz Genver 2023. Selaouet e vo enrolladennoù graet er bloavezhioù 1980 ha 2000 o kontañ barzhonegoù pe o tisplegañ buhez Konfort-Berc'hed, ur gumun eus Bro Dreger e-lec'h eo bet maer er bloavezhioù…
more -
Le groupe Baliskis met à l'honneur les écrits des femmes bretonnes
Ar bloaz-mañ eo deuet er-maez pladenn gentañ ar strollad Baliskis gant Anne-Cécile Poyard, Katell Kloareg ha Grégoire Pluet, "Eus an eil d'eben". War 12 kanaouenn e vez lakaet war-wel 12 maouez eus ar vro : Anjela Duval, Augustine Le Mansec, Thérèse Dufour, Klariz Bailleul... Ha liammet eo o...
-
"Ar Vastardez", l'histoire de Yann-Vadezour Lagadeg est devenu un livre audio
E 1992 e oa bet embannet al levr "Ar Vastardez" skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg, konter eus Bro-Leon. Dalc'het en doa soñj Maël Thépaut eus an istor-mañ pa en doa bet lennet anezhañ 15 vloaz zo. 100 vloaz zo eo bet piket kalon Ivona gant Feliz ha ganet eo o merc'h Anjela "bastardez". Lakaet eo...
-
Hervé Peaudecerf a mis le cap sur le Cap-Horn dans son dernier livre
E Miz Even 2024 e oa deuet er-maez levr nevez ar skrivagner Hervé Peaudecerf, "Quatre mousses au Cap-Horn, Hissez les voiles!" embannet gant an ti-embann Groix éditions. Kontañ a ra buhez 4 mouss ennañ hag a oa kaset war ur vag dre-lien evit tremen ar C'hab-Horn e fin an XIXvet kantved. Displegañ…
more -
Mieux comprendre le vocabulaire maritime en breton (rediffusion)
E-pad 17 vloaz en deus dastumet Gweltaz ar Bihan, kelenner war e leve, geriaoueg ar mor hag ar bigi hag a vez kavet er c'helaouennoù "Ar Vag". Lodenn zo ne vezont ket kavet a-viskoazh er geriadur ! Hiziv emaomp gantañ evit kaozeal eus al labour en deus kaset da benn a c'hell adkavet enlinenn. Un...
-
Callac ou les obssessions de l'extrême-droite décryptées par Erwan Chartier
E 2022 ez eus bet lañset ur raktres e Kallag, ur gumun vihan en Aodoù-an-Arvor, evit degemer familhoù ha familhoù repuidi en o zouez. Taget e oa bet dilennidi ar gumun ha kazetennerien ivez, evel ar gazetenn Ar Poc'hêr staliet e Karaez, gant strolladoù eus an tu-dehoù pellañ. Pennkazetenner ar...
-
L'espoir mélancolique de Nolwenn Korbell dans son dernier album "Ar Preñv Glas"
D'ar 7 a viz Even 2024 e oa deuet er-maez pladenn nevez Nolwenn Korbell, "Ar preñv glas - Lampyris Noctiluca", embannet gant Paker produksioñ. Mont a ra ar preñv glas da get abalamour d'ar saotradur ha plijet a rae dezhi gwelet anezho diouzh noz pa oa bihan. Gant ar ganerez emaomp hiziv evit…
more -
André Lavanant propose des pistes d'amélioration de l'audiovisuel en breton
Krouiñ ul lec'hienn e-lec'h ma vije bet lakaet an holl abadennoù radio, tele... Setu unan eus ar c'hinnigoù skrivet el levr nevez embannet gant ar gevredigezh Neveziñ, Enklask war ar c'hleweled e brezhoneg. Graet en deus André Lavanant ur studiadenn diwar-benn bed ar c'hleweled e brezhoneg...
-
Retour sur 30 ans d'édition de matériel pédagogique en langue bretonne
D'an 31 a viz Mae ha d'ar 1 a viz Even e oa bet lidet e Ploufragan hag e Sant-Brieg 30 vloaz Ti embann ar skolioù (TES). 20 ha 25 oberenn a vez embannet bep bloaz ganto : kartennoù, levrioù skol, levrioù, c'hoarioù... Servij a ra d'ar re yaouank lenn ha kaozeal gant ar brezhoneg er c'hlas hag...
-
Mieux comprendre le français teinté de breton et de gallo, avec Jean Lecoulant
"A-dreuz", "fest noz", "envoyer les enfants à l'école"... Alies e vez klevet 'se pa vez kaozeet gant ar Vretoned. Eus pelec'h e teu ar "bretonnisme"-se ? Petra zo kaoz ? "En français ça se dit comme ça !", setu anv ul levr skrivet gant Jean Lecoulant, sot gant ar yezhoniezh, ha Ronan Calvez,...
-
Redadeg 2024 : au tour des enfants de transmettre le breton à leurs parents
D'ar 17 a viz Mae 2024 e oa bet loc'het Ar Redadeg. 2 024 kilometr a vo redet betek ar 25 a viz Mae gant tud o deus prenet kilometradoù evit reiñ sikour da raktresoù e brezhoneg dibabet gant kuzul re fur ar gevredigezh. E penn kentañ tout ez eus bet kinniget ur pezh-c'hoari gant skol Diwan...
-
"Roud diroud", déambulation théâtrale vers le passé pour comprendre notre futur
Petra a vo treuzkaset d'an dud en dazont, e 2080 ? Petra a vo treuzkaset d'ar bed ha d'an natur ? Ar yezhoù ? An dudioù ? Sed aze ur goulenn ledan hag a zo bet diskriptet gant ar gomedianez a-vicher Mona Caroff hag ur strollad a-youl vat. D'ar 17 a viz Mae 2024 e vo c'hoariet maketenn gentañ ar...
-
Kristian ar Braz veut fédérer les écrivains en langue bretonne
Peseurt mod atizañ an dud da lenn istorioù e brezhoneg ? Ijinañ ur bed hag a c'hellfe bezañ gwir, tennet eus traoù hag a zo c'hoarvezet, eo ar pezh a vez kinniget gant ar skrivagner ha troer Kristian ar Braz ha dont a ra a-benn rak e gouel al levrioù Karaez 2023 e fin miz Here e oa aet ar maout...
-
A l'abordage du nouveau spectacle de Gwennyn, "Enez - il est une île"
D'an 18 a viz Gouere 2024 e vo komañset 101ved Gouelioù Kerne e Kemper. Abadenn nevez ar ganerez Gwennyn a vo diskouezet d'an devezh-se. Ganti emaomp hiziv en abadenn Lenn son ha c'hoari evit kaozeal eus an abadenn-mañ a lak war-wel sevenadur hengounel Breizh hag hini a-vremañ. Adalek penn-kentañ...